Pedenn da Galon Dinamm Mari

Publié le par G.G.M.

Pedenn da Galon Dinamm Mari

Pedenn da Galon Dinamm Mari

Unanet gant hon Tad Santel ar Pab, gant holl gristenion ar bed, kement ene 'zo en gras an Tad war an douar-mañ, unanet gant an holl Seint er Baradoz, e fell dimp en em santout muioc'h mui stag ouzh hon Salver Jezuz-Krist, Roue ar bed, ha kompren gwelloc'h kevrin e Iliz. Rouanez an Iliz ha skeudenn an Iliz oc'h-c'hwi; Gwerc'hez Vari, a ziskouez dimp penaos e teleomp bezañ unanet gant Jezuz ha kenlabourat d'ar silvidigezh. Ha setu perak en amzerioù trubuilhus a vevomp e c'houlennomp diganeoc'h ma teuio ho Mab ha Mab Doue da r en war hon eneoù hag eneoù an holl dud er bed, ma teuio ennomp Rouantelezh an Tad, en unvaniezh ar Spered Glan. Goulenn a reomp diganoc'h ma teuio Rouantelezh Doue en hor Bro, ha ma vo adsavet ar rivinoù a zo e kalon hon C'henvroiz, an dismantroù-ilizoù ha tiez-pediñ a zo abaoe keit e douar Breizh, oc'h hirvoudiñ war-zu an Neñv.
Ha setu perak hiziv e ouestlomp deoc'h hon Breizh, hag e roomp deoc'h adarre an anv a Itron Varia Vreizh, evel m'o deus graet hon Tadoù en amzerioù kent. Mirit ar pezh zo deoc'h, ha klevit gant hon mouezhioù dister, mouezhioù galloudus an holl Vretoned, hag an holl Seint eus ar Vro, a ren e lein an Nañv, hag a unanomp hon pedenn gant o hini da lakaat Breizh dindan ho kwarez. Rentit dezhi h spered, he nerzh, he c'hened, hag un diamant e vo, o lufrañ war ho kurunenn veur.
Bennigit kement hini en em ro da ziazezañ er Vro ar Reizhded kristen. Ha ni ivez hiziv o 'n em lakaat dindan ho kwarez, e kinnigomp deoc'h hol labourioù, hon menozioù, kement a zo ac'hanomp, korf h a spered. En em ouestalñ a reomp deoc'h, Itron Varia Vreizh, ouzh ho tibab da Rouanez war gement tra a raimp, Mamm druezus.
Amen!

********************************

Consécration au Coeur Immaculé de Marie

Pedenn da Galon Dinamm Mari

nis avec Notre Saint Père le Pape, avec tous les chrétiens du monde, avec toute âme qui vit sur cette terre dans la grâce du Père, unis avec tous les Saints du Paradis, nous voulons adhérer de plus en plus à Notre Sauveur Jésus-Christ, Roi du monde, et comprendre mieux le mystère de l'Eglise. La Reine de l'Eglise, la figure de l'Eglise, c'est vous, Vierge Marie, qui nous montrez comment nous devons être unis à Jésus et collaborer à sa Rédemption. Et c'est pourquoi, dans les temps troublés que nous vivons, nous vous demandons que vienne le règne de votre Fils et du Fils de Dieu sur nos âmes et sur toutes les âmes, que vienne en nous la Royauté du Père, dans l'unité du Saint Esprit. Nous vous demandons que le Royaume de Dieu vienne en notre pays et que soient réparées les ruines dans les cœurs de nos compatriotes, relevées les églises, les chapelles effondrées qui, sur la terre de Bretagne, gémissent depuis si longtemps vers le Ciel.

Et c'est pourquoi nous vous vouons la Bretagne et nous vous donnons à nouveau le nom de Notre-Dame de Bretagne, comme l'on fait nos pères dans les anciens âges. Gardez ce qui est à vous, et écoutez, unies à nos pauvres voix, les voix puissantes de tous les Bretons et de tous les Saints du pays, qui règnent dans les cieux. Nous joignons notre prière à la leur pour mettre la Bretagne sous votre protection. Rendez-lui son âme, sa force, sa beauté, et elle deviendra un diamant étincelant sur votre Couronne.

Bénissez tous ceux qui s'adonnent à l'établissement dans notre patrie de la justice chrétienne. Et nous aussi, aujourd'hui, en nous mettant sous votre patronage, nous vous offrons nos travaux, nos pensées, tout ce que nous sommes, corps et esprit. Nous nous consacrons à vous, Notre-Dame de Bretagne, en vous choisissant comme Reine de toutes nos actions, Mère de miséricorde.

Amen!

Pedenn da Galon Dinamm Mari
Pedenn da Galon Dinamm Mari

Letanioù Itron Varia Vreizh

Aotrou, Ho pet truez ouzhimp
Krist, Ho pet truez ouzhimp
Aotrou, Ho pet truez ouzhimp
Treinded Santel, Doue unan, Ho pet truez ouzhimp
Santez Vari, Mamm Doue, petit evidomp
Pedenn da Galon Dinamm Mari
Itron Varia ar C'hras, pedit...
I.V. an Erc'h…
I.V. Remed holl…
I.V. ar Bleuñv…
I.V. ar Sklaerded…
I.V. ar Feunteunioù…
I.V. Gonforzh…
I.VI Keloù Mat…
I.V. ar Ouestl…
I.V. ar Gavel…
Pedenn da Galon Dinamm Mari
I.V. ar Veaj Vat…
I.V. Nazared…
I.V. an Hent…
I.V. an Neizh Voualc'h…
I.V. Porzh-Gwenn…
I.V. an Drein…
I.V. Garmez…
I.V. ar C'halvar…
I.V. Loretta…
I.V. ar Gwad Santel…
I.V. ar Folgoad…
I.V. Druez…
I.V. an Trec'h…
I.V. ar Baradoz…
I.V. an Aeled…
I.V. ar Joa…
I.V. Wir-Sikour…
I.V. ar Galloud…
I.V. ar Burzhudoù…
I.V. Vreizh…
Pedenn da Galon Dinamm Mari
Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed, hon pardonit Aotrou
Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed, hon selaouit Aotrou
Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed, Ho pet truez ouzhimp
Pedit evidomp, Mamm Santel da Zoue
R/ Ma vimp lakaet dellezek eus promesaoù ar C'Hrist.
Pedenn da Galon Dinamm Mari
Pedomp. O Tad, C'Hwi hag hoc'h eus roet dimp ar silvidigezh en Ho Mab, ganet eus ar Werc'hez Vari, gratait dimp en abeg d'he fedenn, pezh a c'hoanta hor c'halonoù evit hor mad hag hini Hoc'h Anv. Dre Jezuz Krist, ho Mab hag hon Aotroù, a vev hag a ren, Doue ganeoc'h ha gant ar Spered Glan, a holl viskoazh da virviken. Amen

Publié dans Pedennoù ha kantikoù

Commenter cet article