Breizh da Jezuz - 47

Publié le par G.G.M.

Nedeleg laouen ! * * * * * * * Nadolig llawen ! * * * * * * * Nollaig shona ! * * * * * * *  Felix dies Nativitatis ! * * * * * * * Chéi Chrëschtdeeg ! * * * * * * * с Рождеством Христовым * * * * * * * A gleckligi Wiahnàchta ! * * * * * * * Eguberri on ! * * * * * * חג מולד שמח

Nedeleg laouen ! * * * * * * * Nadolig llawen ! * * * * * * * Nollaig shona ! * * * * * * * Felix dies Nativitatis ! * * * * * * * Chéi Chrëschtdeeg ! * * * * * * * с Рождеством Христовым * * * * * * * A gleckligi Wiahnàchta ! * * * * * * * Eguberri on ! * * * * * * חג מולד שמח

Nedeleg laouen deoc'h holl !
Ra baro sklêrijenn hor Salver en hor c'halonoù, en hon tiez,
en hor bro-ni ha dre ar bed a-bezh !

Joyeux Noël à tous ! Que la lumière du Sauveur brille en nos coeurs, dans nos maisons, dans notre Bretagne et dans le monde entier !
 

**********************

Tennet eus hanezadur Lann-Anna

 

     Sevel Lann-Anna, sevel ar Genunaniezh, sevel ar Vreuriezh annezel... Hag e tremen buan ar mizioù e stern Tiegezh Santez Anna ! Kinnig a reomp deoc’h teurel ur sell war ar pezh hon eus buhezet e-doug ar mizioù tremenet hag, en doare-se, trugarekaat an Aotrou evit e vadelezh hag e drugarez.

 

     D’ar Sul 4 a viz Here 2012. Emvod "digor d’an holl" hervez hon aozadur nevez. En un doare diouganel e tle bezañ buhezet galvidigezh Tiegezh Santez Anna, rak un diougan eus ar bed adunanet gant Doue ez eo ar sevenadur kristen. Un diougan bev eus Breizh kristen a rankomp dont da vezañ eta ! Pell emañ Yann diouzh e gazeg ! Labour a zo war ar stern ! Evit a sell an emvodoù hor boa divizet e vefe hiviziken emvodoù digor d’an holl ha lod all miret da enkoumidi ha goulennidi ar Genunaniezh gant ar pal d’en em stummañ a-gevret a-benn pleustriñ evit gwir hor galvidiegezh. Evel-se bezet graet !                  

     D’ar Gwener 19 a viz Here. Desezet eo bet dor an ti bihan gant Mikael er beure-mañ. Kaer tre !

     D’ar Yaou 8 a viz Du. Devezh labour vras e Lann-Anna. Startaet eo bet diazezoù tu hanternoz an adchapel, benet ha krennet ar c’harzh faou, adlivet dor ar chapel.

     D’ar Sul 18 a viz Du. Devezh kejadenn ar Genunaniezh evit ar re enkoulmet pe ar re mennet d’en ober. Klasket eo bet lakaat gouloù war un argraf a-benn aesaat hon emzalc’h ouzh galvidigezh TSA, eleze kudenn al lezennelouriezh. Ne c’hell ket an enstuzegezh bezañ intentet evel ul lezenn, met evel ur darvennadur a garantez da vezañ dizoloet dre an diabarzh.

     D’an 31 a viz Kerzu. Evel bep gwezh evit tremen eus un eil bloavezh d’egile ez eus bet aozet un abardaevezh pediñ : gousperoù kentañ gouel-meur ar Werc’hez Vari Mamm Doue, koan, azeulerezh ar Sakramant, Te Deum, fiskoan betek poent an hetoù da hanternoz. An Aotrou beleg Le Saux, Person Gourin a oa en hon touez.

     D’ar 6 a viz Genver 2013. Emvod digor d’an holl da geñver Gouel ar Steredenn. En em gavet omp er chapel goude merenn da ganañ kantikoù Nedeleg ha da selaou komzidigezh Benead a-zivout kelc’hiad amzevervezh Nedeleg. A-raok lidañ ar gousperoù ez eo bet tennet ar broioù d’ar blouzenn, evel boaz, en adchapel dirak kartenn broioù Breizh ha kraoù Nedeleg. Gant merenn-vihan ha gwestell a bep seurt ez eo echuet an devezh. Bennozh da Zoue evit e Gloderzerc’h !

     D’ar Sul 13 a viz Genver 2013. Savet eo Benead abred tre ar mintin-mañ da gemer ar c’harr-boutin da 4e er Faoued a-benn mont da Bariz da ziskelañ enep danvez lezenn an dimeziñ heñvelrev.

     D’ar Meurzh 5 a viz C’Hwevrer. Aet eo an Ao. Eskob Jozef Madeg da Anaon. Douaret e vo en iliz-veur Toulon met kent-se e vo un oferenn obidoù e Keranna, d’an 8. E darempred e oamp gantañ abaoe deroù TSA ha benniget en doa chapel Lann-Anna d’ar 25 a viz Gouere 2010. Requiescat in pace !

     D’an 10 a viz C’Hwevrer.   Emvod ar Genunaniezh. Prederiet eo bet war gevanlended ar vuhez kristen o tistreiñ d’an diazezoù, d’ar C’Heneliezh ha da Gevrin ar Grouidigezh Nevez er C’Hrist.

     D’al Lun 11 a viz C’Hwevrer. Un taol kurun ! Kemennet en deus ar Pab Benead XVI, war-dro kreisteiz, e tizalc’h diouzh e c’houniñverezh evel eslob Roma ha lerc’hiader sant Pêr. Adalek an 28 eus ar miz-mañ e vo ret enta dilenn ur pab nevez. Chom a reomp sabatuet. Ha fenoz, evit gwir, eo kouezhet ar foeltr dre deir gwezh war grommdoenn brientiliz Sant-Pêr Roma !

     D’ar Meurzh 5 a viz Meurzh. Devezh labour vras. Deuet eo ur c’hoadour a vicher da ziskar pemp gwezenn skav-gwrac’h. Ha ni da renkañ ar c’hoad. Kaset ez eus bet da benn un tamm mat a labour met chom a ray c’hoazh war ar stern...

     D’ar Sul 10 a viz Meurzh. Devezh emvod digor d’an holl. Goude tinellig ez eo bet krog gant ar c’han ha komzidigezh Benead a-zivout ar C’Horaiz, ar binijenn o tennañ kentel eus ar C’Heneliezh, aberzh Izaag pergen...

     D’ar Merc’her 13 a viz Meurzh. Habemus Papam ! Jorge Mario Bergolio, arc’heskob Buenos Aires, a zo bet dilennet, ha dibabet en deus an anv Frañsez.

     D’ar Sul 14 a viz Ebrel. Emvod ar Genunaniezh. Goude tinellig -fonnusoc’h eget biskoazh !- en deus komzet Benead a-zivout amzervezh Pask hor c’has davet ar Pantekost a zo ur respont da zarvoud Babel...  Kendalc’het hon eus an emvod gant merenn-vihan, evel-just, a-raok mont d’ar chapel. Peogwir emaomp en amzer Fask hon eus kroget gant lid an Dasorc’h dirak skeudenn ar C’Hrist Trugarezus, a-raok ar Gousperoù.

     D’ar Gwener 19 a viz Ebrel. Deuet eo un arbennigour da studiañ al lec’h a-benn danzen ur raktres reizhiad poulloù-puraat an doureier lous.

     D’ar Sul 5 a viz Mae. Kemer a reomp perzh en diskeladeg e Roazhon a-enep danvez lezenn Taubira.

     D’ar Sul 12 a viz Mae. Devezh Feiz ha Stuzegezh ar Genunaniezh. En em gavout a reomp e chapel Rozkelfenn war barrez Lanniskad e Kernev. Daoust d’an amzer fresk e tispakomp hor boued er-maez. Kregiñ a reomp an endervezh o weladenniñ ar chapel hag o selaou Benead a-zivout arouezelezh ar c’hloz-iliz e Breizh, ur skouer beurvat a enstuziadur. Ar gousperoù a ganomp neuze, ha kent kuitaat ar santual en em gavomp dirak skeudenn Itron Varia Rozkelfenn da ganañ dezhi he c’hantik ha d’he c’hehelañ. Hag en hent davet chapel I.V. Gwirvane e Perred e Bro-Ereg. Siwazh eo bet disleberet an diabarzh anezhi met delwennoù kozh ha kaer a chom evelkent. Eno e vez lennet ar pennad bet skrivet gant an Aotrou Perrot a-zivout ar chapel-mañ, ha kinniget ar vro hengounel : Bro Bourled an hini eo ! Kanet e vez ar c’hantik ha graet tro ar chapel a-raok tizhout an trede neved, I.V. Garvez e Leskoed, ha ni heuliet gant touristed dedennet gant hon degerzh kristen. Aze e lenn Benead e levr Erwan ar Menga, danevell emerzerc’hoù ar Werc’hez da Yann ar Poull e 1821, hag e tibunomp holl pedenn emouestlañ s. Loeiz-Vari Grignion Moñforzh d’ar Werc’hez Vari. Merenn-vihan evel-just a-raok kimiadiñ goude un endervezh pinvidik e pep keñver. Met n’eo ket echu evit an holl : ambrouget gant Vetig a zo eus ar vro, ez a lod ac’hanomp da zizoleiñ ar feunteun ar chapel, kent distreiñ da Berred da weladenniñ an iliz. Hag erfin e tispakomp en-dro hor panerad boued war gloz feunteun ar Werc’hez e penn ar vourc’h.

Breizh da Jezuz - 47

     D’ar Sul 26 a viz Mae. Hag adarre da Bariz da ziskelañ enep lezenn Taubira a zo bet gwiriekaet gant ar C’Huzul Bonreizh ha gourbannet kerkent gant François Hollande eizhtez zo. Ur vezh !

     D’ar Sul 9 a viz Mezheven. Emvod ar Genunaniezh evit prientiñ Miz Santez Anna.

     D’ar Gwener 21 a viz Mezheven. Emañ an dredanourion o labourat en deizioù-mañ en ti bihan, ha warc’hoazh eo ur mañsoner a zeuio da deurel ur sell war an tamm savadur da adsevel.

     Miz Santez Anna e Lann-Anna : ur prantad kaer, gouestlet da lidañ madoberoù Doue. Kenedus eo Breizh p’emañ o lidañ he Arloz, da-heul he sent diazezourion, dindan mantell santez Anna, gant pinvidigezh he sevenadur treuzneuziet gant rad Doue.

     D’ar Meurzh 2 a viz Gouere. Un devezh labour vras evit kempenn an dachenn hag ar skiber e-sell d’an devezhioù gouel o tostaat...

D’an 9 ha d’an 10 a viz Gouere. Daou zevezhiad labour vras war-dro induiñ mogerioù an ti-bihan gant ar meskaj raz-kouarc’h.            

     D’ar 26 eo deuet Person Gourin da lidañ an oferenn e Lann-Anna. Evit an degouezh-se eo deuet kalzik tud eus Gourin ha Roudoualleg. Chomet eo ar Person da goaniañ ganimp a-raok mont da lidañ un eil oferenn e chapel Sant-Matelin Gwiskriv lec’h ma keheler santez Anna.               

     D’an 2 a viz eost. Evit klozañ eizhved gouel santez Anna ez eo bet pedet an dud da zont da lidañ en-dro hon Itron Vat. Tinellig, gousperoù, eouliadur balzam santez Anna ha kehelañ ar relegoù. Santez Anna d’hon ambroug bepred !

     D’ar Gwener 9 ha d’ar Sadorn 10 a viz Eost. Kinniget hor boa evit ar wezh kentañ, e-kreiz an hañv, daou zevezh Feiz ha Stuzegezh gant un nozvezh e Gwareg. Hiziv eo an emgav eta e-tal chapel I.V. Garvez e Neulieg war harzoù Kernev. Digor eo ar chapel a weladennomp diouzhtu. Un adeiladur meurdezus, ennañ ur volz skeudennaouet gant taolennoù gouestlet pergen da gevrinoù buhez ar Werc’hez hag hor Salver. Tinellig e-tal ar santual hag e tistroomp d’ar chapel da arvestiñ er soubould ouzh livadurioù buhez santez Katell Aleksandria war al lambrusk bet ratreet. Ac’hano e tiraezomp chapel dilorc’h I.V. Druez e Mur, e stad fall met bet miret enni ur sternaoter ha delwennoù kaer. Merenn-vihan a vez dispaket ganimp war-lerc’h, e-kichen alez-toet Koad Korreg, en ur gweledva meurdezus. Dre hentoù bihan ha kammigellek en em gavomp neuze e Seledin war barrez Plusulian. Aze, goude bezañ arvestet ouzh ar chapel hag he arrebeuri pinvidik e kanomp ar gousperoù hag e kendalc’homp hon troiad war-zu chapel Sant-Weltaz Lanniskad. Ur gaer a feunteun vras a weler da gentañ a-raok treuziñ un tamm park ha tizhout ar chapel bet savet war ur beg roc’hellek a ro un doare dibar kevrinel d’ar santual. Erziwezh en em gavomp e Gwareg, e-tal ar blavezh da gentañ da goaniañ a-raok kavout ar c’hambreier e skol an Eostenezed. Emañ an noz o tont met kent dimp mont da gousket e reomp c’hoazh un droiad betek Roc’h ar Markiz nepell diouzh Roskelfenn. Eil devezh : lein er-maez da 8e a-raok mont da ganañ lidvezh ar beure en iliz Sant-Jili. Un nebeud pourvezioù hag e kemeromp hent Botoha, gant un ehanig avat war vord ar Sulon da stadañ doare mantrus chapel Sant-Mateliin. Gweladenniñ a reomp iliz ha bered Botoha eta gant he c’harnel enni eskern c’hoazh ; hag en hent adarre sa Kerbêr lec’h ma’z omp gortozet gant an Itron Breton. Ur banne kafe evelkent a-raok gweladenniñ an iliz ha selaou Benead o komz diwar-benn arouezelezh ar c’hloz-iliz ; diskenn a reomp betek ar Groaz-Plad hag hi postek ha kozh kenañ. Goude tinellig e tizhomp bourc’h Sant-Jili-Plijo da arvestiñ ouzh an iliz veurdezus bet ratreet kaer tre nevez zo. Tro iliz Kanuhel eo war-lerc’h, heverk he adeiladur. Merenn-vihan e-harz Groc’h I.V. Lourd, ha setu-ni o tegouezhout e bourc’h Bodeoù degemeret, evel-just, gant an Itron Jouan. Goude estlammañ ur wezh ouzhpenn dirak kened bolz hag aoterioù an iliz e stagomp gant ar bedenn, evel e Lann-Anna d’ar Sadorn da noz : lid an Dasorc’h, ar Sklêrijenn hag an Dour kent kanañ ar gousperoù. Evit echuiñ hon troiad en em gavomp holl war dorgenn Sant-Mikael e Sant-Varzhin-Korle da vamañ ouzh ar gweledva a-raok koaniañ. Kimiadiñ a reomp da c’houde ma c’hellfe an dud degouezhout er gêr d’un eur dereat ; met diouzh hon tu-ni, war hent an distro, e chomomp a-sav war barrez Sant-Ijo da glask war-lerc’h chapel I.V. ar Vertuzioù. Al lec’h a gavomp, gwiriekaet gant ur c’houer en doa gwelet ar rivinoù anezhi en e yaouankiz. Met ne chom mui netra siwazh. Bennozh da Zoue evit an daou zevezh-mañ !

Neulieg / Neuillac, Cornouaille

Neulieg / Neuillac, Cornouaille

     D’ar Yaou 22 a viz Eost. Devezh labour vras : kaset eo bet da benn an induiñ raz-kouarc’h a drugarez da skoazell Loïg !

     D’ar Meurzh 10 a viz Gwengolo. Hiziv ez eo bet sinet gant an Aotrou Eskob Raymond Centène, evit eskobiezh Gwened, ar garta Ya d’ar Brezhoneg kinniget gant Ofis ar Brezhoneg evit herouezañ ar yezh. Kement-mañ a zo liammet gant ar Raklun Misionel Breizhek lakaet war ar stern en eskobiezh ma’z eo bet anvet an Tad Iwan Brient, person Plañvour, evit e gas war-raok. 

     D’ar Sul 22 a viz Gwengolo. Emvod Kuzul TSA en enderv-mañ e Lann-Anna : mont war-roak gant lid hon Arloz e sevenadur Breizh ; kreskiñ ar goubeizh misionel en hon touez. Setu hol labour war ar stern !

     D’ar Sul 13 a viz Here. Emvod an Distro, digor d’an holl. En em gavout a reomp er chapel diouhztu goude tinellig da bleustriñ ar c’han en ur glask piaouelaat an doare hengounel da ganañ. Lidet eo bet neuze ar gousperoù heuliet gant Kevarc’h ar Sakramant ; en e gerzh ez eus bet distaget ar Bedenn da Galon Dinamm Mari evit Breizh, unanet ouzh hon Tad Santel ar Pab Frañsez en deus fiziet ar bed a-bezh hiziv e Kalon Dinamm Mari. Kendalc’het hon eus, goude merenn-vihan, gant un tamm kelennadenn a-zivout enstuzegezh ar feiz en hon touez.           

     D’al Lun 14. A-hed an devezh ez eus bet un embregerezh eus Gourin o labourat e Lann-Anna, o kleuzañ a-hed an ti bihan emaomp o ratreañ, a-hed ar savadur rivinet ha betek stlez an hirdi. Kendalc’het eo bet o kempenn an dachenn a-hed ar skiber, digraket plant didalvoud ; n’eo ket echu al labour fenoz avat ken e vo ret d’an dud kenderc’hel warc’hoazh beure. Setu kemmet adarre ardremez Lann-Anna ! 

Breizh da Jezuz - 47
Breizh da Jezuz - 47

Extraits des chroniques de Lann-Anna

Construire Lann-Anna, construire la Communion, construire la Fraternité de vie... Et les mois passent vite à Tiegezh Santez Anna ! Nous vous proposons de jeter un coup d’œil sur ce que nous avons vécu durant ces derniers mois et ainsi de rendre grâce au Seigneur pour sa bonté et sa miséricorde.

Dimanche 4 octobre 2012. Réunion "pour tous" selon notre nouvelle organisation. L’appel de Tiegezh Santez Anna doit être vécu d’une façon prophétique, tant il est vrai que la culture chrétienne est la prophétie du monde réconcilié avec Dieu. Il nous faut donc devenir une prophétie vivante de la Bretagne chrétienne ! Jean est loin de sa jument comme dit le proverbe ! Il y a du pain sur la planche ! Pour ce qui est des réunions, nous avions décidé qu’il y aurait désormais des réunions ouvertes à tous et d’autres réservées aux membres et postulants de la Communion, dans le but de se former en vérité à pratiquer notre appel commun. Ainsi soit-il !

Vendredi 19 octobre. Michael a posé ce matin la porte de la maisonnette. Beau travail !

Jeudi 8 novembre. Journée de chantier à Lann-Anna : maçonnerie dans les fondations du côté nord de la chapelle, élagage et taillage de la haie de hêtres, peinture de la porte de la chapelle.

Dimanche 18 novembre. Journée de rencontre de la Communion pour les engagés et les postulants. Réflexion afin de faciliter la mise en oeuvre de l’appel de TSA : le problème du légalisme. L’inculturation ne peut se comprendre comme une loi mais comme une exigence d’amour qui se découvre de l’intérieur.

31 décembre. Comme chaque fois pour passer d’une année à l’autre, nous avons organisé une veillée de prière : premières vêpres de la solennité de la Mère de Dieu, dîner, adoration du Saint-Sacrement, Te Deum, réveillon jusqu’au moment de l’échange des vœux à minuit. L’abbé Le Saux, curé de Gourin était parmi nous.

6 janvier 2013. Fête de l’Etoile, réunion ouverte à tous. Nous nous sommes retrouvés dans la chapelle, après le déjeuner, pour chanter des chants de Noël et écouter Benead nous parler du cycle de Noël. Avant de célébrer les vêpres, nous avons tiré au sort les pays, devant la carte des pays de Bretagne et la crèche de Noël. La journée s’est terminée par le goûter bien fourni en toutes sortes de gâteaux. Gloire à Dieu pour son Epiphanie !

Dimanche 13 janvier 2013. Ce matin Benead s’est levé très tôt pour prendre à 4h le car qui partait du Faouët, pour aller manifester à Paris contre le projet de loi en faveur du mariage homosexuel.

Mardi 5 février. Décès de Monseigneur Joseph Madec. Il sera enterré dans la cathédrale de Toulon mais avant cela, une messe sera célébrée à Saint-Anne-d’Auray le 8. Nous étions en relation avec lui depuis les débuts de TSA et il avait béni la chapelle de Lann-Anna le 25 juillet 2010. Requiescat in pace !

10 Févier. Réunion de la Communion. Nous avons réfléchi sur la cohérence de la vie chrétienne en revenant aux origines, la Genèse et la nouvelle création dans le Christ.

Lundi 11 février. Coup de tonnerre ! Le pape Benoit XVI a annoncé vers midi qu’il renonçait à son ministère d’évêque de Rome et de successeur de saint Pierre. A partir du 28 de ce mois, il faudra donc procéder à l’élection d’un nouveau souverain pontife. Nous restons stupéfaits par la nouvelle. Et ce soir, en vérité, la foudre est tombée par trois fois sur le dôme de la basilique Saint-Pierre de Rome !

Mardi 5 Mars. Journée de chantier. Nous avons fait appel à un élagueur pour abattre cinq érables. Nous restait à ranger le bois. Une bonne partie du travail a été effectuée mais tout n’est pas fini...

Dimanche 10 Mars. Réunion ouverte à tous. Après le pique-nique, nous avons poursuivi par le chant et écouté Benead nous parler du Carême, de la pénitence, à partir de la Genèse, particulièrement du sacrifice d’Isaac...

Mercredi 13 Mars. Habemus Papam ! C’est Jorge Mario Bergolio, archevêque de Buenos Aires qui a été élu et il a choisi le nom de François.

Dimanche 14 avril. Réunion de la Communion. Après le pique-nique - plus abondant que jamais ! – Benead a parlé du temps pascal qui nous oriente vers la Pentecôte, réponse à l’épisode de Babel... Nous avons continué la réunion par le goûter, bien sûr, avant d’aller à la chapelle. Puisque nous sommes en temps pascal, nous avons commencé, avant les vêpres, par la célébration de la Résurrection devant l’icône du Christ Miséricordieux.

Vendredi 19 avril. Un spécialiste est venu étudier les lieux en vue d’une installation de bassins de traitement des eaux.

Dimanche 5 Mai. Nous prenons part à la manifestation de Rennes contre la loi Taubira.

Dimanche 12 Mai. Rencontre Foi et Culture de la Communion. Nous nous retrouvons à la chapelle de Rosquelfen en Laniscat en Cornouaille. Malgré le temps frais, nous déballons notre pique-nique à l’extérieur. Nous commençons l’après-midi par la visite de la chapelle, puis nous écoutons Benead nous parler de la symbolique des enclos bretons, modèle parfait d’inculturation. Nous chantons ensuite les vêpres et avant de quitter le sanctuaire nous nous rassemblons devant l’image de Itron Varia Rozkelfenn pour lui chanter son cantique et la vénérer. Et nous prenons la route pour la chapelle de Notre-Dame de Guirmane en Perret, en Bro-Ereg cette fois. Hélas, l’intérieur a été détérioré mais il reste de belles statues anciennes. S’en suit la lecture d’un texte de l’abbé Perrot au sujet de la chapelle et quelques mots sur le pays traditionnel... le pays Pourlet ! Le temps de chanter le cantique du lieu et de faire le tour de la chapelle et nous prenons la route pour le troisième sanctuaire, Notre-Dame de Garvez en Lescoët, suivis par des touristes sympathiques intéressés par notre démarche chrétienne. Benead nous lit, dans le livre de Erwan ar Menga, le récit des apparitions de la Vierge à Jean Poull en 1821, puis nous récitons la prière de consécration à la Vierge de saint Louis-Marie Grignion de Montfort. Un petit goûter bien sûr, avant de nous séparer au terme de cette riche journée. Mais ce n’est pas fini pour tous : guidés par Vetig, qui est du pays, certains vont encore découvrir la fontaine de la chapelle avant de retourner à Perret visiter l’église. Et enfin, nous déballons notre pique-nique dans l’enclos de la fontaine de la Vierge à la sortie du bourg.

Dimanche 26 Mai. Retour à Paris pour la manifestation contre la loi Taubira qui a été avalisée par le Conseil d’Etat et publiée aussitôt par François Hollande il y a huit jours. Une honte !

Dimanche 9 juin. Réunion de la Communion pour préparer le Mois de Sainte Anne.

Vendredi 21 juin. Les électriciens travaillent ces jours-ci dans la maisonnette et demain ce sera un maçon qui viendra étudier la partie à remonter.

Miz Santez Anna à Lann-Anna : un beau moment pour célébrer les bienfaits du Seigneur. La Bretagne est belle quand elle célèbre son Seigneur à la suite de ses saints fondateurs, sous le manteau de sainte Anne, avec les richesses de sa culture transfigurée par la grâce divine.

Mardi 2 juillet. Journée de chantier pour préparer les abords et l’atelier en vue des journées festives qui approchent...

Les 9 et 10 juillet. Deux journées de chantier consacrées aux enduits de chanvre et chaux de la maisonnette.

Le 26, le curé de Gourin est venu célébrer la messe à Lann-Anna. A cette occasion s’étaient déplacés également des fidèles de Gourin et de Roudouallec en assez grand nombre. Le recteur est resté dîner avec nous avant de partir célébrer une autre messe dans la chapelle Saint-Mathurin de Guiscriff où sainte Anne est traditionnellement fêtée.

2 août. Pour clore l’octave de la fête de sainte Anne nous avions invité les gens à se retrouver pour fêter à nouveau notre sainte Patronne. Pique-nique, vêpres, onction du baume de sainte Anne et vénération des reliques. Que sainte Anne nous guide toujours !

Vendredi 9 et samedi 10 août. Nous avions proposé, pour la première fois, au cœur de l’été, deux journées Foi et Culture avec une nuit à Gouarec. Rendez-vous ce jour à la chapelle de Notre-Dame de Carmès en Neulliac à la limite de la Cornouaille. La chapelle est ouverte et nous commençons par la visiter : belle architecture et à l’intérieur une voûte en lambris historiée, représentant principalement des scènes de la vie de la Vierge et du Sauveur. Pique-nique devant la chapelle à laquelle nous retournons pour admirer, dans la sacristie, des lambris, récemment restaurés, illustrant la vie de sainte Catherine d’Alexandrie. De là, nous rejoignons l’humble chapelle de Notre-Dame de Pitié à Mûr, édifice en mauvais état mais qui conserve un retable et des statues remarquables. Ensuite, nous déballons notre goûter près de l’allée couverte de Koad Korreg dans un paysage magnifique. Puis nous arrivons, par de petites routes sinueuses, à la chapelle de Sélédin sur la paroisse de Plussulien. Là, après avoir admiré la chapelle et son riche mobilier, nous chantons les vêpres puis nous continuons notre périple jusqu’à la chapelle Saint-Gildas de Laniscat. Nous découvrons tout d’abord l’imposante et belle fontaine. Nous traversons ensuite un champ pour atteindre la chapelle perchée sur un éperon rocheux ce qui confère au lieu un caractère mystique. Enfin, nous rejoignons Gouarec pour le pique-nique au bord du Blavet, puis nous découvrons nos chambres à l’école des Augustines. La nuit tombe mais avant d’aller dormir, nous partons encore pour une promenade dans la nature, jusqu’à Roc’h ar Markiz, non loin de Rosquelfen. Deuxième journée : petit déjeuner en plein air à 8h avant de chanter les laudes dans l’église Saint-Gilles. Après quelques emplettes, nous prenons la route de Bothoa où nous arrivons, non sans nous être arrêté sur les bords du Sulon pour nous inquiéter de l’état désastreux de la chapelle Saint-Mathurin. Nous visitons l’église et le cimetière de Bothoa qui conserve un ossuaire contenant encore des reliques ; et en route à nouveau pour Kerpert où nous sommes attendus par Mme Breton. Nous prenons un café avant de visiter l’église où Benead nous entretient de la symbolique de l’enclos ; puis nous descendons jusqu’à la Kroaz-Plad, croix monumentale très ancienne. Après le pique-nique, nous rejoignons le bourg de Saint-Gilles-Pligeaux pour admirer la superbe église récemment restaurée. Puis c’est le tour de l’église de Canihuel à l’architecture remarquable. Goûter au pied de la Grotte de Lourdes et nous arrivons au bourg du Bodéo, accueillis bien sûr par Mme Jouan. Après nous être émerveillés, une fois de plus, de la splendeur de la voûte et des autels, nous commençons la prière comme nous avons l'habitude de faire à Lann-Anna le samedi soir : célébration de la Résurrection avec le rite de la Lumière et de l’Eau, précédant les vêpres. Pour clore notre périple, nous nous retrouvons sur la colline Saint-Michel, à Saint-Martin-des-Prés, et tout en admirant le paysage grandiose, nous partageons notre dernier pique-nique. Il faut se séparer pour ne pas rentrer trop tard à la maison ; mais de notre côté nous poursuivons, en nous arrêtant, sur le chemin du retour, à Saint-Ygeaux sur les traces de la chapelle de N.D. des Vertus. Nous découvrons son emplacement avec l'aide d'un paysan qui nous dit en avoir connu les ruines dans sa jeunesse. Mais il n’en reste rien. Merci Seigneur pour ces deux jours !

Jeudi 22 août. Journée de chantier pour finir les enduits de chanvre grâce à l’aide de Loïg !

Mardi 10 septembre. Aujourd’hui, Monseigneur Raymond Centène, évêque de Vannes, a signé, pour le diocèse, la charte Ya d’ar Brezhoneg proposée par l’Office de la langue bretonne pour promouvoir la langue. Cet évènement est à situer dans le cadre du Projet Missionnaire Breton mis sur pied par le diocèse et pour lequel a été chargé de mission l’abbé Ivan Brient, curé de Ploemeur.

22 septembre. Réunion du Conseil de TSA cet après-midi à Lann-Anna : rechercher à toujours mieux célébrer le Seigneur dans la culture bretonne ; faire grandir l’espérance missionnaire parmi nous. Le chantier est ouvert !

Dimanche 13 octobre. Réunion de rentrée, ouverte à tous. Nous nous retrouvons dans la chapelle, immédiatement après le pique-nique, pour un exercice de chant traditionnel. Durant les vêpres suivies du Salut du Saint-Sacrement, nous avons récité la Prière au Cœur Immaculé de Marie pour la Bretagne, nous unissant ainsi au Pape François qui confiait en ce jour le monde au Cœur Immaculé de Marie. Nous avons continué, après le goûter, par une causerie sur l'inculturation de la foi.

Lundi 14. Toute la journée, une entreprise de Gourin est intervenue à Lann-Anna pour décaisser derrière la maisonnette en cours de restauration et tout le long de la partie encore ruinée, jusqu’au pignon de la longère. Même chose le long de l’atelier, avec arrachement d’anciennes plantations ; le travail n’est pas terminé ce soir et les ouvriers devront revenir demain matin. L’environnement de Lann-Anna a encore changé !

* * * * * * * * *

Commenter cet article