Davet Betlehem

Publié le par G.G.M.

Davet Betlehem
antifonenn

O Furnez deuet eus genoù an Uhel-meurbet, kemennet gant ar Brofeded, deuit da gelenn dimp hent ar silvidigezh, deuit, Aotroù, deuit d'hor salviñ.

* - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * -* - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - * - *

Davet Betlehem

Rorate Caeli de super

et nubes pluant iustum !

* * * * * * *

Glizhennit, Neñvoù diwar laez,

Glavennit koumoul ar yon !

* * * * * * * * *

 

Tennet eus Meulganoù beure ha pardaez

* Bezomp evezhiek, war an hent davet Betlehem ! *

extrait de la liturgie des heures

* Soyons attentifs, sur le chemin de Béthléem !

*

* * *

* * * * *

* * * * * * * * *

Salm digeriñ - 24 (23)

psaume invitatoire

1 Salm David. An douar a zo d'an Aotroù hag e holl leunder, ar bed hag ar re a chom ennañ.
2 Rak e ziazezet en deus dreist ar morioù, hag e startaet dreist ar stêrioù.
3 Piv a c'hello pignat da venez an Aotroù ? Ha piv en em zalc'ho e lec'h e santelezh?
4 An hini a zo naet e zaouarn ha glan e galon, an hini n'en deus ket douget e ene etrezek ar faosoni, an hini na dou ket evit tromplañ.
5 Degemer a raio bennozh an Aotroù, ha reizhder Doue e silvidigezh.
6 Evel-se eo gouenn ar re a glask anezhañ, ar re a glask da zremm, gouenn Jakob.
7 Dorioù, uhelait ho pennoù; bezit uhelaet, dorioù peurbadus! Ha ar roue a c'hloar a yelo e-barzh!
8 Piv eo ar roue a c'hloar-se? An Aotroù kreñv ha galloudek, an Aotroù galloudek en emgannoù.
9 Dorioù, uhelait ho pennoù; uhelait anezho, dorioù peurbadus! Hag ar roue a c'hloar a yelo e-barzh!
10 Piv eo ar roue a c'hloar-se? Ar roue a c'hloar-se eo Aotroù an armeoù!

*- * - * - * -*

Meulgan

chant d'entrée

*

1. C’Hwi Krouer santel ar stered,
C’Hwi luc’h trafadel ar feizad,
A Krist Dasprener an hollved,
Ni ho ped, gwalc’hit hon mennad !
*
2. Da herzel ouzh an denelezh,
Da vervel e stignoù an diaoul,
Broudet gant tan ar garantez,
Ar bed klañv hoc’h eus pareet !
*
3. Davet an noz ar bed a lamm
C’Hwi ’vel ar pried eus e delt
A zeu er-maez eus al log c’hlan
A voe ’vidoc’h ar Werc’hez Mamm.
*
4. Dirak ho kalloud-C’Hwi ken kreñv
E rank penndaoulinañ pep den ;
Pep tra lomañ evel en Neñv
A rank sujañ d’ho kourc’hemenn.
*
5 Setu neuze m’hoc’h aspedomp,
Pennvarner an deiz diwezhañ,
Gant klav ho kras hon diwallit
Diouzh goaf an Enebour treitour.
*
6 Nerzh, meged, meuleudi ha klod,
Da Zoue an Tad hag ar Mab,
E-ser ar Spered Frealzer,
En oadvezhioù an oadvezhioù !
Amen

*

Saint Créateur des astres
Lumière éternelle du croyant,
Christ, Rédempteur du monde entier,
Exauce nos prières.

Pour empêcher les hommes
De mourir dans les pièges du démon
Poussé par le feu de ton amour
Tu as guéri le monde malade.

Le soir du monde s'avançait,
Toi, comme l’époux hors de sa tente :
T
u es sorti de la pure cellule,
Que fut pour toi la Vierge Mère.

Devant ta puissance, toi si fort,
tout homme doit fléchir tous les genoux,
Tout ici-bas et dans les cieux
Doit obéir à ton commandement

Et maintenant nous te supplions,
Juge Suprême du dernier jour:
Par l’arme de ta grâce
garde-nous du glaive de l'Ennemi perfide.

Puissance, force, gloire, honneur
Au Père, notre créateur,
De même au Fils et à l'Esprit,
Durant les siècles infinis! Amen.

(Traduction approximative)

* - * - * - * - * - * - *

Salmaoueg ha kantikoù

Psaumes et cantiques

*

Salm 85 (84)

1 D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.
2 AOTROU, trugarezus out bet e-keñver da zouar, degaset ec'h eus en-dro Jakob eus ar sklavelezh,
3 pardonet ec'h eus direizhder da bobl, goloet ec'h eus o holl bec'hedoù. ~Ehan~
4 Lamet ec'h eus kuit da holl fulor, distroet out eus tan da gounnar.
5 Adsav ac'hanomp, o Doue hor silvidigezh, laka da erez da baouez a-enep deomp!
6 Hag e vi fuloret da viken a-enep deomp? Ha lakaat a ri da gounnar da badout a oad da oad?
7 Ha ne zistroi ket da reiñ deomp ar vuhez en-dro, evit ma en em laouenaio da bobl ennout?
8 Diskouez deomp da vadelezh, o AOTROU, ha ro deomp da zieubidigezh!
9 Me a selaouo ar pezh a lavar an AOTROU Doue, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit ma ne zistroint ken d'ar follentez.
10 Ya, e silvidigezh a zo tost d'ar re a zouj anezhañ, evit ma chomo ar gloar en hon douar.
11 Ar vadelezh hag ar wirionez a zo en em gavet an eil gant eben, ar reizhder hag ar peoc'h o deus en em boket.
12 Ar wirionez a ziwano eus an douar, hag ar reizhder a sello diouzh an neñvoù.
13 An AOTROU ivez a roio e vadoù, hag an douar a roio e frouezh.
14 Ar reizhder a gerzho dirazañ, hag e lakaio anezhi en holl lec'hioù ma tremeno.

* - * - * - * - * - * - *

Kantik Isaïa 26, 1-12

cantique d'Isaïe - chapître 26, versets 1 à 12

* - * - * - * - * - * - *

Salm 67 (66)

1 D'ar mestr-kaner; salm; kanaouenn; gant binvioù-kerdin.
2 Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ma raio lugerniñ e zremm warnomp,
3 ma vo anavezet da hent war an douar, ha da silvidigezh e-touez an holl vroadoù.
4 Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.
5 Ar broadoù en em laouenaio hag a gano gant levenez, rak barn a rez ar pobloù gant eeunder, hag e reni ar broadoù war an douar.
6 Ar pobloù az meulo, o Doue! An holl bobloù a veulo ac'hanout.
7 An douar en deus roet e frouezh; Doue, hon Doue, hor bennigo.
8 Doue hor bennigo, hag holl bennoù an douar a zoujo anezhañ.

* - * - * - * - * - * - *

Lennadenn verr - Iz 11, 1-2

Livre d'Isaîe dans l'Ancien Testament, chapître 1, versets 1 & 2

Dont a raio ur skoultrig eus kef Yesse, ur skourr eus e wrizioù a frouezho, hag e chomo warnañ spered an Aotroù, spered a furnez hag a boell, spered a guzul hag a nerzh, spered a skiant hag a zoujañs Doue. Hag e c'hoant a vo doujañ Doue.

Grit dimp gwelout, Aotroù, ho karantez.

V/ - Roit dimp, Aotroù, ho silvidigezh, ho karantez.

V/ - Klod d'an Tad ha d'ar Mab ha d'ar Spered Santel

Grit dimp gwelout, Aotroù, ho karantez.

*- * - * - * - *

Kantik Zakaria

cantique de Zacharie, dans l'Ancien Testament

Davet Betlehem
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article