Pedenn Santez Hildegard Bingen

Publié le par G.G.M.

Pedenn Santez Hildegard Bingen

Er pennad-mañ e kinnigan deoc’h ur bedenn bet savet gant santez Hildegard Bingen, anezhi doazhourez eus an Iliz hiviziken, p’emaomp o tostaat ouzh gouel ar Pantekost. Un tammig souezhet e c’hello bezañ lod ac’hanoc’h gant pleusk ar bedenn-mañ a voe skrivet e-kreiz ar Grennamzer, awenet e-se gant prederouriezh ha doueoniezh uhel ar c’hrez-hont.

Je vous propose ici une prière breton/français de sainte Hildegarde de Bingen, désormais Docteur de l’ Église, alors que nous approchons de la Pentecôte.
Vous serez peut-être un peu surpris par le style de cette prière
qui a été écrite au cœur du Moyen-Age, inspirée de ce fait par les hautes philosophie et théologie de cette époque.          

Fulub

*******************************************

Pedenn santez Hildegard Bingen
109
8 – 1179
doazhourez a 'n Iliz

************************

Tan ar Spered Frealzer,
buhez da vuhez pep krouadur,
Santel oc'h, C'Hwi hag a vuhezeka ar furmoù.
Santel oc'h, C'wi hag a c'holo gant balzam
ar goulioù arvarus ;
Santel oc'h, C'Hwi hag a breder ar gloazioù linus.
A C'Hwezh a santelezh, A Dan a garantez,
A saour c'hwek er c'horf
ha glav en eneoù frondet a vertuzioù.
A andon c'hlan meurbet ma weler an estrenion
oc'h en em vodañ
hag ar re zianket o vezañ klasket war o lerc'h.
A houarnwisk ar vuhez,
goubeizh unaniezh an holl dud,
minic'hi a gened, salvit ar boudoù !
Gwarezit ar re bet bac'het gant an enebour
ha dieubit ar re chadennet,
ar re a fell d'ar C'Halloudegezh Doueel salviñ.
A forzh a ziogelroez o tremen e pep lec'h,
war ar c'hribennoù hag ar plaenennoù hag an islonkoù,
a-benn dedostaat ha strollañ an holl voudoù !
Evidoc'h e red ar c'houmoul, e plav an aer,
en em c'holo ar vein a c'hlebor,
e teu an doureier da vout gwazhioù
hag e vez borc'het ar seim glasvezus gant an douar.
C'Hwi eo a ambroug ar ouizieion
hag o c'hefleugn a levenezioù oc'h awenañ Ho Furnez dezho.
Klod Deoc'h-C'Hwi enta, C'hwi hag a ra d'ar meulganoù tregerniñ
ha d'ar vuhez gwenvidikaaat, Deoc'h-C'hwi, goubeizh,
enor ha nerzh, Deoc'h hag a zegas ar gouloù.
*****************************************************

Prière de sainte Hildegarde de Bingen
1098 – 1078
docteur de l'Église


Feu de l’Esprit Paraclet,
vie de la vie de toute créature,
Tu es Saint, Toi qui vivifies les formes.
Tu es Saint, Toi qui couvres de baumes
les plaies dangereuses ;
Tu es Saint, Toi qui soignes les blessures purulentes.
Ô souffle de Sainteté, Ô feu de charité,
Ô douce saveur dans le corps
et pluie dans les âmes parfumé de vertus.
Ô très pure source où l’on voit réunir les étrangers
et rechercher les égarés.
Ô armure de la vie,
espérance de l’union de tous les hommes,
asile de beauté, sauve les êtres !
Protège ceux que l’ennemi a emprisonnés
et délivre ceux qui sont enchaînés,
ceux que la Divine Puissance veut sauver.
Ô voie de certitude, qui passes en tout lieu,
sur les cimes et les plaines et les abîmes,
pour rapprocher et réunir tous les êtres !
Pour Toi, les nuages courent, l’air plane,
les pierres se recouvrent d’humidité,
les eaux deviennent des ruisseaux
et la terre secrète la verdoyante sève.
C’est Toi qui guides toujours ceux qui savent
et les combles de joies en leur inspirant Ta Sagessee.
Gloire à Toi, donc, à Toi qui fais retentir les louanges
et rends la vie bienheureuse, à Toi, espérance,
honnneur et force, à Toi, qui apportes la lumière!

**************************************************************

Pedenn Santez Hildegard Bingen
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article