Gouel ar Sakramant
Introït
Doue en deus o maget gant bara gwiniz eus ar gwellañ, allelouia, ha mel deuet eus ar roc'h o deus bet digantañ kement a garent, allelouia, allelouia, allelouia !
Graduel
Daoulagad an holl a zo troet warnoc'h, Aotroù, ha C'hwi a zo dezho boued en amzer dereat / Digeriñ a rit ho torn, hag e skuilhit grasoù e-leiz war gement a zo bev.
Aviel
Va c'horf a zo e gwirionez eur vadagurez, ha va gwad un evaj gwirion.
An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a vev Ennon,
ha Me a vev ennan.
sant Yann, pennad VI
Lidkerzh ar Sakramant, d'ar Yaou goude Sul an Dreinded Santel.
Deiz berz ez eo hiziv e meur a vro.
*************
Fête du Saint-Sacrement, le Jeudi suivant le Dimanche de la Sainte-Trinité. Jour chômé aujourd'hui dans nombre de pays.