Jeruzalem, kan d'an Aotroù!

Publié le par G.G.M.

Jeruzalem, kan d'an Aotroù!

*

Salm 147 (146-147)

1 Meulit an Aotroù! Rak mat eo kanañ d'hon Doue, rak dous eo, dereat eo e veuliñ.

An Aotroù eo en deus savet Jeruzalem, a zastum re stlabezet Israel,

a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.

Kontañ a ra niver ar stered, o gervel a ra holl dre o anv.

5 Meur eo hon Aotrou, e c'halloud a zo bras, e skiant a zo divent.

An Aotroù a skoazell ar re izel, hag ec'h izela ar re zrouk betek an douar.

Kanit d'an Aotroù gant trugarekadennoù, meulit hon Doue gant an delenn.

Goleiñ a ra an neñvoù gant ar c'houmoul, kempenn a ra ar glav evit an douar, lakaat a ra ar geot da ziwanañ war ar menezioù,

reiñ a ra magadur d'ar chatal, ha da re vihan ar vran o krial.

10 Ne laka ket e blijadur e nerzh ar marc'h, ne ra van ebet eus divhar an den,

an Aotroù a gav e blijadur er re a zouj anezhañ, er re a esper en e vadelezh.

Jeruzalem, kan d'an Aotroù! Sion, meul da Zoue!

Rak startaet en deus barrennoù da zorojoù, benniget en deus da vibien en da greiz,

reiñ a ra ar peoc'h da'z harzoù, leuniañ a ra ac'hanout eus ar gwellañ gwinizh.

15 Kas a ra e c'her war an douar, hag e gomz a red buan.

Reiñ a ra an erc'h heñvel ouzh ar gloan, hag e skuilh ar rev gwenn evel ludu.

Teurel a ra skorn dre dammoù, piv a bado dirak e yenijenn?

Kas a ra e gomz, hag o laka da deuziñ. Lakaat a ra e avel da c'hwezhañ, hag e red an doureier.

Roet en deus da anavezout e gomz da Jakob, e reolennoù hag e varnedigezhioù da Israel.

20 N'en deus graet evel-se da vroad all ebet, ha n'anavezont ket e varnedigezhioù. Meulit an Aotroù!.

*    *    *    *    *    *    *

Deus lizher sant Paol d'ar Romaned 8,10-1

Mar demañ ar C'hrist ennoc'h, ha goude ma vefe ho korf tra a varv en abeg d'ar pec'hed, ho spered en deus buhez en abeg d'ar reizhder. Mar demañ o chom ennoc'h Spered an Hini hag en deus dihunet Jezuz a-douez ar re varv, neuze an hevelep hini hag en deus dasorc'het Jezuz a advevo ivez ho korfoù marvel, dre e Spered o chom ennoc'h.

Jeruzalem, kan d'an Aotroù!

Aotroù Doue,

dre hanterouriezh santez Anna,

Mamm ar Werc'hez Vari

mamm-gozh Jezuz ha

Patronez ar Vretoned,

lakait splannder Ho Tremm

da barañ hiziv war hor bro,

ni Ho ped dre Jezuz-Krist hon Aotroù!

Amen!

Iliz ar Roc'h-Morvan

Iliz ar Roc'h-Morvan

Commenter cet article