Chapeled ar Pellgent

Publié le par G.G.M.

Chapeled ar Pellgent

 

   *  *  Chapeled ar Pellgent  *  *  *

Mystères de l'Aurore

*

*

*    *  *    *

*

*

 

     Mari krouet dinamm

 

1. O skleurenn flour koachet er skrin,

    Sked ar pellgent, glanat kevrin !

    Ur verc’h Mari krouet dinamm

    E korf santel Anna he mamm.

 

    Ganedigezh ar Werc’hez

 

2. Kanomp uhel, bras ha bihan,

    Ginivelezh ar Werc’hez c’hlan !,

    Deiz gouel o kas levenez dimp

    E-ser Anna ha Yoakim.

 

    Mari desavet e feiz ha

    spi Israël gant he zud

 

3. Klod da Vari dalc’hmat hesent

    O selaou gredus he c’herent

    Pa dreuskasont d’o merc’h uvel

    Feiz ha goanag pobl Israël.

 

    Ar Werc’hez kinniget en Templ        

 

4. En Neved meur en em ginnig

    Ar c’hrouadur holl wenvidik,

    O vont war-raok hep treiñ he sell ;

    Templ Mab Doue e vo kent pell.

 

    Dimeziñ santez Mari ha sant Jozef

 

5. O c’hwi Jozef ha c’hwi Mari,

    Laouen omp ouzh hoc’h enoriñ,

    Pan ho kwelomp, hael ha dilorc’h,

    O timeziñ, kevret er peoc’h.

 

*

Savet gant Tiegezh Santez Anna

war don « Mar kirit ober orezon » (17v kvd),o veveriañ kevrinoù pellgent ar Silvidigezh.

Création de Tiegezh Santez Anna, sur l'air de « Mar kirit ober orezon » (17e siècle)

Commenter cet article