Emouestladenn d'ar Werc'hez Dinamm

Publié le par G.G.M.

Emouestladenn d'ar Werc'hez Dinamm

Testeni emouestlañ d'ar Werc'hez Dinamm

*

Gant sant Maksimilian-Mari Kolbe

 *       *       *       *       *       *       *       *

Teurvezit degemer va meuleudi,

O Gwerc'hez venniget,

Bet engehentet dinamm, Rouanez an Neñv fag an douaar,

Minic'hi ar bec'herion ha Mamm hollgarantezus

ma vennas an Aotrou Doue fiziout ennoc'h

Holl urzh an drugarez.

*

Setu-me en ho harz,

Me......., kaezh pec'her ac'hanon.

Hoc'h aspediñ a ran, degemerit va boud en e bezh

Evel ho mad hag ho tra-c'hwi.

Sevenit hoc'h oberoù ennon hervez ho mennantez

Em ene hag em c'horf,

Em buhez, em marv hag em feurbadelezh.

Dreist-holl, grit ganin e-giz ma fell deoc'h

Evit ma teuio da wir erziwezh

Pezh a lavarer war ho tivoud :

« Ar vaouez a flastro penn an naer. »

Hag ivez : « N'eus nemedoc'h a drec'ho

an disivoudoù er bed a-bezh. »

Ra zeuin da vezañ etre ho taouarn dinamm,

Ken pinvidik a drugarez,

Ur benveg d'ho karantez

Gouest da zifatañ ha da zispakañ a-grenn

Kement a eneoù klouar pe dianket.

*

Evel-henn en em astenno diharz

Rouantelezh Kalon doueel Jezuz.

E gwirionez, ho pezañs nemeti a zedenn ar grasoù,

A andro hag a santela an eneoù

Pa strink ar c'hras diouzh Kalon-Doue Jezuz

Evidomp-holl

O tremen dre ho taouarn-maamm.

Amen.

Sant Maksimilian Mari Kolbe
Sant Maksimilian Mari Kolbe

* * * * * * * * * * *

Acte de consécration à l'Immaculée

de St-Maximilien-Marie Kolbe

Daigne recevoir ma louange, ô Vierge bénie,
Immaculée Conception, Reine du ciel et de la terre,
Refuge des pécheurs et Mère très aimante
À qui Dieu voulut confier tout l'ordre de la miséricorde.

Me voici à tes pieds. Moi ...pauvre pécheur.

Je t'en supplie, accepte mon être tout entier
Comme ton bien et ta propriété.
Agis en moi selon ta volonté, en mon âme et mon corps,
En ma vie et ma mort et mon éternité.
Dispose avant tout de moi comme tu le désires
Pour que se réalise enfin ce qui est dit de toi:
La femme écrasera la tête du serpent . Et aussi:
Toi seule vaincras les hérésies dans le monde entier .

Qu'en tes mains immaculées si riches de miséricorde,
Je devienne un instrument de ton amour
Capable de ranimer et d'épanouir pleinement
Tant d'âmes tièdes ou égarées.
Ainsi, s'étendra sans fin le Règne du Coeur divin de Jésus.

Vraiment ta seule présence attire les grâces
Qui convertissent et sanctifient les âmes
Puisque la grâce jaillit du Coeur divin de Jésus
Sur nous tous en passant par tes mains maternelles.

* * * * * * * * * * *

Publié dans Pedennoù ha kantikoù

Commenter cet article