C'hwevrer & Meurzh 2015

Publié le par G.G.M.

*

Mois de Février et Mars à Lann-Anna

*

C'hwevrer & Meurzh 2015
Miz C'hwevrer
e Lann-Anna

Mois de Février

 

D'ar Yaou 5

 

Emvod ar C'huzul Tiegezh Santez Anna. Distroet omp c'hoazh war devez Maodez Glanndour a-fet barzhoniezh, houmañ o rankout bezañ liammet dalc'hmat ouzh ar bed krouet. Emeur siwazh paket re alies en un eneberezh etre danvezelouriezh ha speredelouriezh techet da zifaragouellañ war-zu ar gealaduriezh New Age, ma vez imboudet kravezioù ar Reter warnañ. N'eus nemet un hent da vezañ gwarezet diouzh an eil hag eben hag an eneberezh etrezo : klask ar gwirvoud, ar gwerc'hel, ha sentiñ outo.

Gouestlet eo bet an endervezh d'ar bedenn evit Lann-Anna, ar Vreuriezh hag ar Genunaniezh, hag evel boaz ez eus bet ur gentel brezhoneg.

 

Réunion du Conseil de Tiegezh Santez Anna. Nous sommes revenus sur la journée Maodez Glanndour au sujet de la poésie. Celle-ci doit toujours être reliée au monde créé. Mais on est aujourd'hui trop souvent pris dans une opposition entre le matériel et le spirituel et tenté par la dérive de l'idéologie New Age sur laquelle se greffent les religiosités orientales. Il n'y a qu'un chemin pour être préservé de l'un ou de l'autre et de leur opposition dialectique : chercher le vrai, le réel, et y adhérer.

L'après-midi fut consacrée à la prière, pour Lann-Anna, la Fraternité et la Communion, et se conclut comme d'habitude par une leçon de breton.

 

D'ar Sul 8

 

Oferenn en iliz Ar Sent er beure-mañ.

War-lerch-se e voe emvod ar Genunaniezh. Evel bep tro e krog an traoù gant Añjeluz ha tinellig lodennet ; en e gerzh ez eo un dudi hiviziken selaou Yolen o kanañ. Degas a ra kement-mañ kalz levenez hag ul liv a Vro-Wened.

Ur prantad a veuleudi a-raok komzidigezh Benead. Chomet omp er sal da c'houde evit ar chapeled rak n'eo ket gwall domm ar chapel. Diskennet omp di koulskoude evit kanañ ar gousperoù, ha kemer ur prantad ouzhpenn war-lerc'h evit un erbederezh arbennik : ar baotred evit ar merc'hed hag ar c'hontrefed. Bennozh da Zoue ! Keit-se edo Yann-Bêr hag Alan en oferenn gimiadiñ (ma c'heller lavarout!) an Ao. Eskob Levert.

Ha merenn-enderv fonnus evel-just da glozañ an devezh. Meuleudi da Zoue !

 

Messe à l'église du Saint ce matin.

Puis a débuté notre réunion de Communion. On commence par la prière de l'Angélus et le pique-nique partagé, celui-ci agrémenté par Yolen qui nous chante un joli andro, source de joie avec une coloration du pays Vannetais.

Une prière de louange précède la causerie de Bénéat. Nous restons encore dans la salle pour le chapelet, car il ne fait pas très chaud dans la chapelle, où nous descendrons finalement pour les Vêpres et un moment particulier de prière d'intercession : les hommes pour les femmes et vice-versa. Dieu soit béni ! Pendant ce temps, Jean-Pierre et Alain sont à la Messe d'adieu (si l'on peut dire!) de Monseigneur Levert.

Et pour clore la journée, un bon goûter copieux, bien sûr. Louange à Dieu !

 

 

 

D'ar merc'her 18

 

Merc'her al Ludu. Oferenn e Pontkalleg da 8 eur.

 

Mercredi des Cendres. A 8h Messe à Pontcallec.

 

 

D'ar meurzh 24

 

Emvod Kuzul. Ret eo dimp emouezañ pegen darbleget ez omp gant ur gweladur daouadek a zere mat tre ouzh hor bredegezh, ha diwar henn tremen d'ur gweladur teirment : spered, ene, korf. Ar vuhez diabarzh ned eo ket ar vuhez speredel dre ret. N'eo ket a-enep ar c'horf hon eus da stourm hogen a-enep ar pezh a vez anvet kreud gant sant Paol, eleze an den kozh a chom ennomp hag a harz ouzh ar vuhez er Spered. Er stourm ez eo arabat droukveskañ an amprou, hemañ aotreet a-benn kreskiñ, hag an temptadur distrujus ma c'heller kouezhañ ennañ dre genwallerezh. Alies e vez oberoù an diaoul gant meizadoù speredel faos. Ober a ra ar gweladur daouadek un doue eus an araokaat ; gant ar vodernouriezh e vez speredelaet an aroakaat ! Dirak seurt stadadenn avat, arabat mont gant ar c'hilstourm, an eilpleg war an tremened : dav eo ersaviñ ent speredel, pezh a dalv distreiñ d'ar gwirvoud evit kenlabourat da wellaat an traoù gant Doue. Kemer skouer Noah na oa ket un hunvreer anezhañ hogen ur c'henlabourer en oberenn Doue. Ur skoilh war hon hent : ar beurwellaouriezh a ya a-enep hor santelidigezh. Kiniad ar c'han nevez bet gonezet dimp gant an Arloz e tle bout an den speredel…

 

Réunion du Conseil. Dans notre vie chrétienne, nous devons prendre conscience combien nous sommes conditionnés par une vision binaire qui convient bien à notre psychologie, alors qu'il nous faut passer à une vision à trois dimensions : esprit, âme, corps. Ce que nous appelons « vie intérieure » n'est pas forcément la vie spirituelle. Le combat n'est pas contre le corps mais contre ce que saint Paul appelle la chair, le vieil homme qui subsiste en nous et résiste à la vie dans l'Esprit. Sur ce chemin, il est important aussi de ne pas confondre l'épreuve, celle-ci étant permise pour nous édifier, et la tentation destructrice, dans laquelle nous pouvons tomber par complicité avec le mal. L'emprise du démon sur nos vies provient souvent de fausses croyances psychologiques. La pensée binaire idolâtre le progrès ; le modernisme spiritualise le progrès ! Devant ce constat, ne tombons pas cependant dans la réaction, le repli sur le passé : il faut réagir de façon spirituelle et cela signifie revenir au réel pour collaborer avec Dieu à améliorer les choses. Prendre exemple sur Noë qui n'était pas un rêveur mais un travailleur, un collaborateur dans l'oeuvre divine. Un obstacle sur le chemin : le perfectionnisme qui est l'ennemie de notre sanctification. L'homme spirituel est le chantre du monde nouveau que le Seigneur nous a acquis…

 

 

Red an amzer

 

Troc'het eo bet un nebeut skourroù bras eus ar gwez-derv dirak ar c'harrdi, faoutet ha renket keuneud. Kempennet ar c'hleuz a-hed an hent a bign davet chapel Sant-Mikael, dastumet a c'hoad bet kouezhet a gleiz hag a zehou e-pad ar goañvez. Kempennet ar c'hleuz etre an ti ha chapel Santez-Anna. Touzañ al leton endeo – dous eo bet ar goañv dre vras - a-raok ma krogfe da greskiñ da vat : emañ an nevez-amzer e toul an nor ! Goulonderiñ an noedoù, skrivañ, studiañ, emvodoù-labour, sermoul, keginañ, pourvezioù, reiñ e gentel brezhoneg da bêr pe yann, mont d'ober pourvezioù e Kemper, rak ne vez ket kavet kalz a draoù e Gourin ... Mont gwech an amzer da gaout hor c'hentel gregorian gant Mamm Mari-Nolwenn… hag all, hag all !... Ha diaesterioù a bep seurt war an dachenn zañvezel. Mikael Gof, an den kozh ma rae Gweltaz war e dro, a zo aet d'an anaon miz-mañ ; Doue d'e bardono.

 

Au fil des jours

On a coupé quelques grosses branches aux chênes devant le hangar, fendu et rangé le bois. Nettoyage du talus qui monte vers la chapelle Saint-Michel, ramassage du bois mort tombé ici et là durant l'hiver. Nettoyage du talus entre la maison et la chapelle Sainte-Anne. Une tonte précoce de la pelouse, car l'hiver a été doux dans l'ensemble, avant qu'elle ne commence de pousser pour de bon : le printemps est à la porte ! Vider les gouttières, écrire, étudier, les réunions de travail, le ménage, la cuisine, les courses – parfois jusqu'à Quimper, car on ne trouve pas grand-chose à Gourin -, la leçon de breton pour Pierre ou Jean, la leçon de grégorien une fois le temps, avec mère Marie-Noyale, etc. Les difficultés d'ordre matériel ne manquent pas non plus. Michel Le Goff, la personne âgée dont Gweltaz s'occupait, est décédée ce mois ; Dieu lui fasse miséricorde.

C'hwevrer & Meurzh 2015
Miz Meurzh

d'ar Sul 8

 

Devezh emvod ar Genunaniezh.

Ar Genunaniezh a zo anezhi ar strollad tud en em ouestl bep bloaz da vevañ hervez o stad buhez hervez galvidigezh Tiegezh Santez Anna, o tont ingal e Lann-Anna, o kemer perzh e buhez ar Vreuriezh annezel hag o vezañ kelennet, hag o chom unanet dre ar bedenn.

Goude ar pred ez eus bet ur gelennadenn gant Benead a-zivout Noah hag ar ret ma'z eo sevel an arc'h ha pignat enni pa vez ar c'houlz, rak krog eo ar glav puilh endeo. Ha ned omp ket chadennet gant peb seurt darblegadurioù avat, re ar spered, re ar bred ha re ar c'horf ? Dav eo kaout ur gweladur diouganel evel hini Yann Vari Perrot.

A-hend all ez eo bet kanet ar pozioù nevez bet savet evit kan an emwiskañ diouganel, a-zivout gwiskamant an den nevez elese sae wenn ar vadeziant deuet da vezañ erziwezh krezh ar gwiskamant hengounel e Breizh.

 

Réunion de la Communion

La Communion est le groupe de gens qui se voue chaque année à vivre, chacun selon son état de vie, de l'appel de Tiegezh Santez Anna, en venant régulièrement à Lann-Anna, prenant part à la vie de la Fraternité de Vie et se laissant enseigner, et en restant unis par la prière.

Nous avons eu justement un enseignement de Benead aujourd'hui, au sujet de Noé et de la nécessité de construire l'arche, dans laquelle il faudra monter le moment venu, car la pluie se fait drue a nouveau. Mais ne sommes-nous pas entravés par toutes sortes de conditionnements : spirituels, philosophiques, physiques ? Il faut avoir une vision prophétique, comme l'avait l'abbé Jean-Marie Perrot.

Nous avons aussi chanté les nouveaux couplets du chant du « Vêtement prophétique  », qui nous parlent du vêtement de l'homme nouveau c'est à dire de la robe du baptême devenue chemise du costume traditionnel breton.

 

D'ar Merc'her 11

 

Deuet eo an tad Iwan da dremen ur pennad e Lann-Anna hiziv. Lidet en deus an Oferenn a-raok kreisteiz, tu zo bet da gofes ivez kent merenn, ha kendivizout neuze. Doue d'e vennigañ ha d'e harpañ !

 

Le père Iwan est venu passer quelques moments à Lann-Anna. Il a célébré la messe avant midi et nous avons pu nous confesser également avant le déjeuner riche d'échanges. Que Dieu le bénisse et le soutienne !

 

D'a Lun 30

 

Devezh kuzul. An dodenn hiziv c'hoazh : « Lakaat ar C'Hrist da vezañ penn pep tra hag ennañ adunvaniñ kement a zo en Neñv ha kement a zo war an douar » (Efizidi 1,10) - Omnia instaurare in Christo - un argerzhad doueel ma vezer dieubet diouzh hon darblegadurioù en e gerzh, ha diouzh ur mennozh galenek : ar beurwellaouriezh. C'hoarvezout a ra ar stourm speredel diles er gaouded, er galon don. Mennad ar galon eo ar diwezelezh kristen e penn kont.

 

Lundi 30

 

Journée du Conseil. Le thème aujourd'hui encore : « Restaurer toutes choses dans le Christ, celles qui sont dans les cieux et celles qui sont sur la terre » (Ephésiens 1,10) – Omnia instaurare in Christo. Un processus divin qui nous libère de nos conditionnements, et de cette tendance ennemie : le perfectionnisme. Le combat spirituel authentique advient dans le coeur profond. La finalité chrétienne se trouve dans la pensée du coeur.

C'hwevrer & Meurzh 2015

*******************************************************************************************************

*****************************

Publié dans Danevelloù, Nouvelles

Commenter cet article