Ar Basion

Publié le par G.G.M.

Ar Basion

*

1. Barnet eo bet d’ar marv evit he madelezh

    Skourjezet kriz ha garv evit he faourentez

    Tud uhel ha beleion o hopal warnezi

    O rogal hag o frailhañ, ‘n ur ober goap outi.

 

Diskan: Staget ouzh ar groaz, o c’hortoz an trede deiz,

              Reuzeudik, gwasket, noazh emañ va Breizh.

 

2. Disprizet ha dilezet, direbech ha dinamm,

    O kouezhañ war ar stignoù, flastret dindan ar samm,

    Karget eus an holl drougoù, war hent Menez Kalvar,

    Hep unan en he foan o c’houzañv he glac’har.

 

3. Ur verzherenti ken kriz ne c’hell bezañ kuzhet,

    Ha Doue en deus selaouet pedenn ar vro vrevet.

    Setu emañ o parañ beure an trede deiz;

    Tridal ‘ra korf hag ene ha kalon vev va Breizh.

 

Diskan: Staget ouzh ar groaz, met erru an trede deiz,

              Ken skedus ha biskoazh emañ va Breizh!

 

Skrivet gant Lili Bodenez ha kanet gant Ivona ha Marc’harid L’Hour,

houmañ o vezañ bet douaret e Plouedern d'ar 1añ Ebrel 2015

Ar Basion

*

*

Publié dans Kantikoù

Commenter cet article