Danevelloù miz Mae

Publié le par G.G.M.

Danevelloù miz Mae

*

Lun 11

 

Goude ar gousperoù hon eus graet lidkerzh ar Rogasionoù war hon tachenn, en ur ganañ Letanioù ar Sent, gant an ezañs hag an dour evit bennigañ ar grouadelezh nevesaet dre zellidoù Hon Salver Jezuz Krist.

 

A la suite des vêpres nous avons fait la procession des Rogations, en chantant les Litanies des Saints, avec l'encens et l'eau bénite pour bénir la création restaurée par les mérites de Notre-Seigneur Jésus-Christ.

*

 

Sul 10

 

Bet eo Benead ha Gweltaz gant mignoned eus Roudoualleg e pardon sant Erwan, Eil patron Breizh, er Vinic'hi-Landreger. Da Blougouskant ez int aet goude merenn da welout chapel sant Goneri a oa serret siwazh. Un c'heneil da sant Tudual e oa sant Goneri. Er chapel e kaver ur volz koad gant livadurioù dibar eus dibenn ar XVet kantved, ha bez ar sant. War stalafioù dor ar c'hreisteiz e weler, kizelet brav-tre, sant Tugual, sant Goneri ha sant Erwan. Gwechall e veze miret relegoù sant Goneri en tour, hag an dielloù ivez.

 

Bénéat et Gweltaz sont allés au pardon de saint Yves, patron secondaire de la Bretagne, à Minihic-Tréguier. Après le déjeûner, il sont allés à Plougrescant pour visiter la chapelle Saint-Gonéry qui hélas était fermée. Saint Gonéry était un compagnon de saint Tudual. La chapelle abrite une voûte de lambris couverte de peintures remarquables de la fin du XVe siècle, ainsi que le tombeau du saint. Sur le vantail de la porte sud : saint Tugdual, saint Gonery et saint Yves.

 

Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae

*

War-lerc'h ez ejont da gerzhout e Porzh-Bugaled hag arvestiñ an aod ken kaer, ha spurmantiñ ivez enez Loaven, lec'h m'edo ur chapel gouestlet da santez Libouban, mamm da sant Goneri. Lidet e veze he fardon da lun ar Rogasionoù hag e chom c'hoazh un nevedan bihan eno.

 

Ils allèrent ensuite marcher à Pors-Bugalez et admirer le très beau littoral d'où l'on peut apercevoir l'ile Loaven, là où s'élevait une chapelle dédiée à sainte Libouban, la mère de saint Gonéry. On y fêtait son pardon le lundi des Rogations et il y reste encore un petit oratoire.

Santez Libouban
Santez Libouban

*

Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae

En diwezh ez ejont da Landreger evit pediñ sant Erwan en iliz veur, ha sant Tudual ivez, eskob diazezour Bro-Dreger.

 

Ils se rendirent enfin à Tréguier pour prier saint Yves dans la cathédrale, ainsi que saint Tudual, évêque fondateur du Trégor.

Danevelloù miz Mae
Danevelloù miz MaeDanevelloù miz MaeDanevelloù miz Mae
Danevelloù miz MaeDanevelloù miz MaeDanevelloù miz Mae
Danevelloù miz Mae

Commenter cet article