Miz Mezheven

Publié le par Tiegezh Santez Anna

e Lann-Anna
e Lann-Anna

*

E-doug ar miz-mañ emaomp o prientiñ an dachenn, an ti hag ar chapel e-sell da vMiz Santez Anna ha pergen d'an oferenn a vo lidet d'an Meurzh 7 a viz Gouere e Lann-Anna.

Au cours de ce mois, nous préparons le domaine, la maison et la chapelle en vue du Mois de sainte Anne et particulièrement de la messe qui sera célébrée le mardi 7 Juillet à Lann-Anna.

 

D'ar yaou 11-mañ eo degouezhet Horrika, ar borc'hellez-ouez ! Lakaet eo bet he fri gant pep hini er pennad-mañ-pennad diwar-benn argelerezh kelt da glask kompren petra dalv…

 

Ce jeudi 11 est arrivée Horrika, la jeune laie ! Et chacun de mettre son nez dans la doc sur la symbolique celte pour comprendre ce que cela veut dire...

 

Hiziv ar meurzh 15 en deus fardet Benead ur rummad pizzaioù meurdezhus - hag hini gwirion ! - gant ur banne Koreff hag en dibenn ur tamm gwastell Katellig… menam, menam !

 

Ce mardi 15 Bénéat a préparé quelques délicieuses pizzas - et des vraies ! - accompagnées d'un verre de bière bretonne et suivies d'un morceau du gâteau de Katell… miam, miam !

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

D'al lun 23 e voe un devezh pourmen ha dizoleiñ.

 

Le lundi 23 fut une journée de promenade et découverte.

 

Kuitaat a rejomp Lann-Anna war-dro 9 eur. Diraezet eo bet Kallag neuze evit teurel ur sell ouzh an iliz digor, hag ar c'hezeg er-maez o c'hortoz aze evit ur c'henstrivadeg; ur banne kafe ha tennañ hent davet Bro-Dreger. Un ehan damc'houde avat e Kalanel rek menegiñ a ra ar gartenn ur feuteun gaer na gavomp ket siwazh zoken gant goulenn !

 

Nous quittâmes Lann-Anna vers 9 heures. Arrivés à Callac, nous trouvons l'église ouverte et sur la place un rassemblement de chevaux pour un concours. Un coup de café et nous partons pour le Trégor. Premier arrêt à Calanel où nous cherchons en vain une fontaine indiquée sur la carte.

 

Hor santual kentañ e Bro-Dreger zo chapel Sant-Karam war barrez Lanvaeleg1. Ul lec'h bet darempredet meurbet da heul emziskouezioù ar Werc'hez da Yann Bizien er XVIIvet kantved. Serret eo ar chapel siwazh hag aet kuit eo d'ar marc'had ar vaouez he deus an alc'hwez. Un herradig e-tal ar feunteun a-raok mont da vourc'h Lanvaeleg, enni tiez dibar ar vro hag iliz Sant-Brendan (eil patron : sant Samzun).

 

Notre premier sanctuaire du Trégor est la chapelle Saint-Carré, un lieu qui fut fort fréquenté depuis les apparitions de la Vierge à Jean Bizien, au XVIIe siècle. La chapelle est hélas fermée et la dame qui a la clef est partie au marché. Un détour à la fontaine, avant de gagner le bourg de Lanvellec avec ses belles maisons et son église Saint-Brendan (patron secondaire : saint Samson).

 

 

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Un vourc'hig sioul eo Treduder ivez a welomp war-lerc'h, gant un iliz koant-tre, serret ivez.

 

Puis Treduder, qui est tout aussi calme, avec une fort belle église, fermée aussi.

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Chomet e vijemp pelloc'h amzer el lec'h dudius-mañ, met c'hoant hon eus ivez da welout ar mor ha dizoleiñ Bae Lannuon. Setu ni eta dirak traezhenn Lokmikael-an-Traezh ; gweladenniñ a reomp an iliz ma vezer degemeret enni gant un delwenn gaer eus an Arc'hael o trec'hiñ an aerouant. Hor merenn a zispakomp erfin war diri o tiskenn d'an aod, a-dal d'ar bae divent hag ivez d'ur sav-mein skrivet lizherennoù bras ha gwenn warni : « Amañ n'eo ket Bro-C'hall »… n'eo ket ni a lavaro ar c'hontrol ! Degouezhout a ra stlejerezioù evit dastum ar bezhin glas…

 

Nous serions restés plus longtemps dans ce lieu charmant, mais nous voulons voir aussi la mer et découvrir la baie de Lannion. Et nous voici devant la grève de Saint-Michel ; nous visitons l'église où nous sommes accueillis par une belle statue de l'archange terrassant le dragon. Nous déballons finalement notre pique-nique sur les degrés qui descendent à la grève, avec en vis-à-vis la vaste baie et aussi une jetée de béton où s'inscrivent de grands caractères blancs : « Amañ n'eo ket Bro-C'hall »… ce n'est pas nous qui dirons le contraire !

 

 

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Dizoleiñ a reomp iliz veurdezus Tredraezh, an ebestel liesliv er porched, sternaoter ar Werc'hez gant Kef Yese, ar maen-font… Un estlamm !

 

Nous découvrons l'église splendide de Tredrez, ses apôtres colorés dans le porche, son maître-autel de la Vierge et son arbre de Jessé, ses fonds baptismaux… Quelle éblouissement !

 

Iliz koant Lokemo a gavomp serret avat, evel chapel Krist war barrez Plouveliav.

 

Nous trouvons hélas fermée la jolie église de Lokémo, ainsi que la chapelle du Christ en la paroisse de Ploumiliau.

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Tizhout a reomp Ar Yeoded a zo en un endro meurdezus war un dorgenn a beg al Leger hag a zalc'h koun dre he anv eus Lexovia, houmañ bet sez un eskopti en amzervezh c'hallian-roman goshañ a zo unan eus andonioù ar feiz e Breizh. Emañ stag an nevedan-se gant donedigezh Drennalus, - pe Drenwal - en Aremorika, anezhañ karget gant ar pab Lin da ziorren ar feiz e penn ar C'hornog. Hervez an hengoun ez eo Drennalus diskibl da sant Jozef Arimatea, anezhañ e darempred gant enez Vreizh ha deuet gant Nigoudem ha tud all eus Izrael, ha bet treuzkaset ganto moarvat an deoliezh da santez Anna d'hor pobl.

Brudet bras eo sternaoter ar Werc'hez er chapel, honnezh gourvezet en he gwele gant ar mabig Jezuz, un doare ma kaver anezhañ e meur a lec'h e Breizh. Pezh da c'houzout ivez e seblant ar c'horn-se eus Breizh bezañ unan eus ar re goshañ evit donedigezh ar Vretoned en Aremorik : er stêr-se e c'hellfer lavarout ez eo ar Yeoded evel un diwan eus ar feiz e Breizh-vihan.

 

Nous gagnons le Yaudet qui se trouve dans un très bel environnement, sur un promontoire au-dessus de l'estuaire du Léguer et gardant mémoire de Lexovie, l'ancien siège épiscopal gallo-romain primitif, l'une des sources de la foi bretonne... Ce sanctuaire, en effet, est lié à la venue de Drennalus en Armorique, missionné par le pape Lin pour répandre la foi à la pointe de l'Occident. D'après la tradition, Drennalus était disciple de Joseph d'Arimathie, celui-ci étant en relation avec l'ile de Bretagne, et y étant venu avec saint Nicodème et d'autres gens d'Israël. Ceux-ci ont sans doute transmis à notre peuple la dévotion à sainte Anne.

Le maitre-autel de la chapelle est fameux, où se trouve couchée la Vierge dans un lit avec l'Enfant-Jésus, représentation que l'on rencontre en d'autres lieux de Bretagne. Il faut aussi savoir que cette contrée de Bretagne semble être l'une des premières d'Armorique où s'installèrent les Bretons : c'est dans ce sens que l'on peut dire que le Yaudet est comme un ferment de la foi en Petite-Bretagne.

 

 

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Merenn vihan a-raok en em gavout e bourc'h Ploulec'h a weladennomp an iliz anezhi e-kreiz tud ul lazh-kanañ o varvailhat hep mezh ebet.

 

Nous prenons notre goûter avant de nous retrouver dans le bourg de Ploulech et visiter son église où piaille une chorale sans le moindre complexe.

 

War ar maez e tiskoachomp chapel sant Herbod kent dimp mont betek bourc'h Plouveliav, lec'h ma ro dimp Gweltaz chom a sav dirak un espiseri, lec'h ma c'hellimp kavout peadra da glokaat koan, hag a-boan ur sell ouzh an iliz hollgaer ivez, ha setu-ni damdost o kavout chapel sant Kado.

 

C'est dans la campagne que nous découvrons la chapelle St-Herbot avant de gagner le bourg de Ploumiliau, où Gweltaz nous dépose devant une superette pour y trouver quelques compléments à notre dîner ; puis un tour rapide de la très belle église, pour ensuite nous rapprocher de la chapelle Saint-Cado.

 

Un eil parrez zo e Plouilio, Keraodi an hini eo, dezhi un iliz vrav evel an holl re hon eus gwelet hiziv e Bro-Dreger1. Bez ur beleg brogarour a verzhomp er vered, Yves-Marie Le Querrec (+13.10.1932 Trogeri), gant ur enskriverezh e brezhoneg « An Otrou Querrec neuz c'hoanteet n'he e Vam bea douaret lec'h eo beit pemp blavez Person kouls gwir Beleh vel gwir Vreton. Dre oberio a dre beden a greis halon reas aluzen. Ho peiden raio ma zud haes de Ine frealzidigez » (An Ao. Kerreg en deus c'hoantaet nes e vamm bezañ douaret lec'h m'eo bet pemp bloavezh person koulz gwir beleg evel gwir Brezhon. Dre oberioù ha dre bedenn a greiz kalon e reas aluzen. Ho pedenn a raio ma zud kaezh d'e ene frealzidigezh). Ul lec'h a-zoare d'ober koan a-raok fresketer an noz. War an distro e kavomp c'hoazh chapel ha feunteun sant Goulvenn e Lanvaeleg, ul lec'h darempredet gant tud deol, ha pelloc'h chapel sant Konae. Noziñ a ra dija p'en em gavomp oc'h ober tro chapel Kervenec'h e Plounevez-Moedeg, an hini ziwezhañ hiziv a-raok distreiñ war-eeun ar wezh-mañ da vro-C'hourin. Un devezh hollgaer evit gwir e Bro-Dreger. Bennozh ha meuleudi da Zoue !

 

Il y eut une deuxième paroisse en l'actuel territoire de Ploumiliau : c'est Keraudy, avec son église aussi splendide que toutes celles que nous avons vues aujourd'hui dans le Trégor. Nous remarquons dans le cimetière la tombe d'un prêtre nationaliste (décédé en 1932 comme recteur de Troguéry), avec cette belle inscription en breton, dans une écriture approximative : « An Otrou Querrec neuz c'hoanteet n'he e Vam bea douaret lec'h eo beit pemp blavez Person kouls gwir Beleh vel gwir Vreton. Dre oberio a dre beden a greis halon reas aluzen. Ho peiden raio ma zud haes de Ine frealzidigez » - ce qui se traduit par : « Messire Querrec a voulu être enterré près de sa mère, ici où il fut recteur cinq années durant, comme vrai prêtre et vrai Breton. Il fit l'aumône par les œuvres et la prière du coeur. Votre prière, mes chers frères, apportera consolation à son âme ». C'est l'endroit idéal pour dîner avant la fraîcheur de la nuit. En prenant le chemin du retour, nous trouvons la chapelle et la fontaine St-Goulven, à Lanvellec, un lieu encore fréquenté par des personnes pieuses ; et plus loin, la chapelle de Saint-Conay. La nuit tombe déjà quand nous faisons le tour de la chapelle de Kervenec en Plounevez-Moedec, la dernière avant de filer définitivement vers le pays de Gourin.

Ce fut vraiment une belle journée dans le Trégor. Que Dieu soit béni et loué !

 

Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven
Miz Mezheven

Commenter cet article