Miz Gouere

Publié le par Tiegezh Santez Anna

Meurzh 7 

Oferenn en enor da santez Anna e stern ar mizvezh arbennik gouestlet dezhi. Kenlidet eo bet gant ar person. Servijet ez eus bet ur banne da c'houde ha lodennet ur piknik. 

Messe en l'honneur de sainte Anne, dans le cadre de ce mois particulier qui lui est consacré. Monsieur le Recteur est venu concélébrer. Un vin d'honneur fut servi ensuite, suivi du pique-nique.

Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere

Meurzh 14

 

Loc'het abred a-benn skeiñ war-zu ar Reter. Sant-Mewen, Menezalban ha Miniog e Porc'hed Sant-Mac'hloù ; hent Hazhoù, bro Roazhon neuze, ha Finioù war-lerc'h, Sen, Henwig-an-C'houenon, Sant-Eler-al-Lann… ha Rovenieg erfin, lec'h ma kehelomp eno santez Anna en he chapel gaer war hent Felger ; amañ he deus paeronez Breizh en em ziskouezet d'un intañvez ha goulennet dezhi sevel un nevedan, war-dro ar bloaz 1600, neuze a-raok darvoudoù Kêranna. Merenn e-kichen ar chapel. Gweladenniñ a reomp Felger, ha da c'houde Komborn (Bro-Oc'h) ha Dinan (Poudouvr) en eskopti kozh Sant-Mac'hloù. 

Départ au petit matin : cap à l'Est ! Saint-Méen, Montauban et Miniac dans le Porhoët Malouin ; puis direction Hédé, pays de Rennes donc, en poursuivant par Feins, Sens, Vieu-Vy, Saint-Hilaire… et enfin Romagné, où nous honorons sainte Anne dans sa chapelle au bord de la route de Fougères ; c'est ici que la patronne de la Bretagne apparut à une veuve et lui demanda d'ériger un sanctuaire, aux environs de l'an 1600, soit avant les événements de Saint-Anne-d'Auray. Nous dejeûnons près de la chapelle. Nous visitons Fougères, puis Combourg (pays d'Och) et Dinan (Poudouvr) dans l'ancien évêché de Saint-Malo. 

an hent !

an hent !

Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere

Sadorn 18 

Devezh labour bras gant Yann-Bêr, Huguette, Jili, Gwenaëlle ha Goulven. Kleuzet ez eus bet un toull dindan ar voger a zo bet adsavet warlene, a-benn skarzhañ an dour ; aze ez eo bet startaet ivez diazezoù ar mogerioù. Bennozh da Zoue ! Ha  kemend-all evit an aotre-sevel a zo degouezhet dec'h erziwezh, da zeiz kentañ an naved-prientiñ a-benn gouel santez Anna. 

Journée de chantier avec Jean-Pierre, Huguette, Gilles, Gwenaëlle et Goulven. On a creusé un trou sous le mur qui a été relevé l'année dernière, pour l'évacuation de l'eau ; on a aussi renforcé les bases des murs. Dieu soit béni ! Et qu'il soit de même remercié pour le permis de construire qui est arrivé enfin hier, le premier jour de la neuvaine préparatoire à la fête de sainte Anne.

Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere
Miz Gouere

Galvet omp da vont tre e lid hollvedel an Emglev etre Doue hag an dud o tispakañ hon feiz en atil sevenadur hor pobl *

Ezhomm hon eus eus ho skoazell! Lann-Anna@hotmail.fr

 

Nous sommes appelés à entrer dans la célébration universelle de l'Alliance entre Dieu et les hommes, épanouissant notre foi dans la culture de notre peuple...

Vaste chantier! Vos dons sont les bienvenus!

Pour nous aider, écrivez à Lann-Anna@hotmail.fr

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article