Trede Sul goude ar Rouaned

Publié le par Andrev

Oferenn an Trede Sul goude ar Rouaned

*

Aviel

Sant Vazhev: Pare servijer ar c'hantener - pennad VIII

 

5 Neuze evel ma oa Jezuz o paouez antren
e Kafarnaoum, e teuas davetañ ur c'hantener
hag a reas outañ ar bedenn-mañ : 6 «Aotrou, va
servijer a zo war e wele em zi, seizet e izili, hag
o tiwaskañ poanioù kriz.» 7 Jezuz a lavaras
dezhañ : «Mont a ran d’e bareañ?» 8 «Aotrou,
a respontas ar c'hantener, n’on ket dellezek
e teufes dindan va zoenn, met lavar ur gomz
hepken ha pareet e vo va servijer. 9 Rak evidon
da vezañ dindan reoù all, em eus soudarded
dindanon ivez, ha pa lavaran da unan : Kerzh !
e kerzh kuit; ha da unan all : Deus ! e teu; ha
d’am mevel : Gra an dra-mañ, e ra.»
10 O klevout se e voe estlammet Jezuz, hag
e lavaras d’ar re a oa ouzh e heuliañ :
«E gwirionez me lavar deoc'h n’em eus ket
kavet c'hoazh ken bras feiz en Israel. 11 Ya, en
lavarout a ran deoc'h, kalz a zeuio eus ar
Sav-heol hag eus ar C’huzh-heol, a yelo
d’azezañ ouzh taol gant Abraham, Izaak ha
Yakob e Rouantelezh an neñvoù, 12 tra ma vo
bugale ar Rouantelezh taolet er-maez en
deñvalijenn, lec'h ma vo gouelvan ha
skrignadeg-dent.» 13 Ha Jezuz a lavaras d’ar
c'hantener : «Kae, ra vo graet dit hervez da
feiz.» Ha war an eur-se e voe pareet ar servijer.

 

Antifonenn ar Gomunion

"Mirabantur omnes de his quae procedebant  de ore Dei"

An holl a oa souzhet o klevout ar c'homzoù a goueze eus genou Doue

Trede Sul goude ar Rouaned
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article