Sul ar Peuz

Publié le par Andrev

*

Sul ar Peuz (Septuajesim)

Aviel Sant Vazhev
teuliad 20

1 Rak heñvel eo Rouantelezh an Neñvoù
ouzh ur penn-tiegezh a yeas er-maez kerkent ha
tarzh an deiz da c'hoprañ labourerien evit
e winieg; 2 Graet marc'had gant al labourerien
evit un diner dre zevezh en o c’hasas d’e
winieg. 3 O vezañ aet er-maez war-dro nav eur
diouzh ar beure e welas reoù all a oa eno war ar
blasenn, dilabour. 4 Ha dezho e lavaras :
«It c'hwi ivez d’am gwinieg, hag ar pezh a vo
reizh a roin deoc'h.» Hag ez ejont. 5 Adarre ez
eas er-maez war-dro kreisteiz ha teir eur goude
kreisteiz, hag an hevelep tra a reas. 6 Aet
er-maez c'hoazh war-dro pemp eur d’abardaez
e kavas reoù all a oa eno dilabour hag e lavaras
dezho : «Perak e chomit aze a-hed an deiz hep
ober netra?» 7 Respont a rejont dezhañ :
«O vezañ n’eus bet den oc'h ober marc'had
ganimp !» - It, emezañ c'hwi ivez d’am
gwinieg. 8 Deuet ar serr-noz e lavaras mestr ar
winieg d’e verour : Galv an devezhourien ha ro
dezho o fae, o vont eus ar re ziwezhañ d’ar re
gentañ. 9 Tud an eur diwezhañ o tont eta
a resevas pep a ziner. 10 o tont d’o zro, ar re
gentañ a soñje e resevfent muioc'h, met roet
e voe dezho ivez pep a ziner. 11 Hogen ouzh
e gemer e c'hrozmolent enep an tad-tiegezh, en
ur lavarout : « 12 Ar re-mañ, ar re ziwezhañ,
n’o deus labouret nemet un eurvezh hag o lakez
eveldomp-ni hon eus douget samm an deiz hag
1030An Aviel hervez Mazhev
an tommder?» 13 Eñ avat o respont da unan
anezho a lavaras : «Va mignon, ne ran gaou
ebet ouzhit. Hag-eñ n’az poa ket graet marc'had
ganin evit un diner? 14 Kemer ar pezh a zo dit ha
kae war-raok. Me fell din reiñ d’an hini
diwezhañ-mañ kement ha dit-te, 15 daoust ha
n’em eus ket gwir d’ober ar pezh a garan eus va
feadra? Pe c'hoazh, hag-eñ e rank da lagad
bezañ avius o vezañ ma'z on mat?» 16 Evel-se ar
re ziwezhañ a vezo ar re gentañ, hag ar re
gentañ a vo ar re ziwezhañ.

Introït

Circumdederunt me gemitus mortis dolores inferni circumdederunt me.

Ton Cristobal de Morales

skeudenn: iliz Gras-Uzel

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article