Eil Sul ar C'horaiz

Publié le par Andrev

Treuzneuziadur Jezuz

eus Aviel sant Vazhev XVII


1 C’hwec'h devezh goude-se e kemer
Jezuz gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur evit
o c'has en distro war ur menez uhel. 2 Hag e voe
treuzneuziet dirazo : e zremm a lugerne evel an
heol, hag e zilhad a zeuas da vezañ gwenn evel
ar sklêrijenn. 3 Ha setu m’en em ziskouezas
dezho Moizez hag Elia o komz gantañ. 4 Pêr
o stagañ da gomz, a lavaras da Jezuz : «Aotrou,
brav eo dimp bezañ amañ; mar karez e savimp
amañ teir deltenn, unan evidout, un all evit
Moizez, hag un all evit Elia.» 5 Tra ma komze
c'hoazh, setu ur goabrenn lugernus a zeuas d’o
goleiñ gant he skeud, hag ur vouezh a voe
klevet eus ar goabrenn o lavarout : «Hemañ eo
va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va
levenez, selaouit-eñ !» 6 O klevout ar vouezh-se
e kouezhas an diskibien war o genoù d’an
douar, spontet bras. 7 Met Jezuz o tostaat
a stokas outo en ur lavarout : «Savit, n’ho pet
ket aon !» 8 Neuze o sevel o daoulagad, ne
weljont den ebet ken nemet Jezuz e-unan-penn.
9 Evel ma tiskennent diwar ar menez e roas
Jezuz dezho ar gourc'hemenn-mañ : «Na gomzit
da zen eus ar pezh hoc'h eus gwelet, ken na
zihuno Mab an Den eus a-douez ar re varv.»

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article