Kentañ Sul ar C'horaiz

Publié le par Andrev

Lennadenn eus eil lizher sant Paol d'ar Gorintidi, teuliad 6

 

1 Ha peogwir ez omp e genlabourerien, ho
pedomp start na vo ket en aner e resevot gras
Doue. 2 Rak lavarout a ra :
«En amzer an drugarez em eus da selaouet,
hag en deiz ar silvidigezh em eus da sikouret.»
Setu bremañ da vat amzer an drugarez, setu
bremañ deiz ar silvidigezh. 3 E stumm ebet, da
zen ebet, na roomp skouer fall ! arabat e vefe
kavet abeg en hor gwaziadezh; 4 er c'hontrol en
em ziskouezomp e pep tra evel gwir servijerien
da Zoue,
dre un dalc'husted vras e-kreiz an trubuilhoù,
an dienez, an ankenioù,
5 dindan an taolioù-skourjez, er prizonioù,
e-kreiz ar c'haouadoù-dispac'h,
er skuizhderioù, er beilhadegoù, er yunioù,

6 dre hor glanded, hor gouiziegezh,
hor gouzañvegezh, hor madelezh,
dre ar Spered Santel, dre ur garantez wirion,
7 dre ar gomz a wirionez,
dre nerzh Doue, dre glavioù ar reizhder
a-gleiz hag a-zeroù;
8 en enor hag en dismegañs,
e-kreiz ar brud fall evel e-kreiz ar brud mat;
tremenet da douellerien,
ha ni gwirion koulskoude;

9 evel tud dianav, ha ni anavezet mat;
evel tud e par ar marv, ha ni leun a vuhez;
evel tud a gastizer, ha ni hep mervel;
10 evel tud trist, ha ni laouen atav;
evel peorien, ha ni o pinvidikaat ur c'halz;
evel tud didra, ha ni o perc'hennañ pep tra.

*

Kentañ Sul ar C'horaiz

Komunion

Scapulis suis obumbrabit tibi

Doue am c'holoio gant e zivwaskell,

ha dindan e bluñv e vezot diarvar;

e wirionez ho kwarezo evel ur skoed

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article