Merc'her al Ludu

Publié le par Andrev

*

Lenadenn eus Levr Yoel 2,12-19


Hogen bremañ c'hoazh, - Lavar Doue ! -
Distroit davedon a greiz ho kalon,
Gant yun, gant daeroù ha gouelvan !

Rogit ho kalonoù ha n'eo ket ho tilhad,
Distroit da gaout an Aotrou, ho Toue,
Rak trugarezus ha truezus ez eo,
Gorrek da gounnariñ ha pinvidik en madelezh,
Ha keuz en devez d'an droug.

Piv 'oar hag-eñ ne gemmo ket e soñj,
Hag-eñ n'en devo ket a geuz,
Hag-eñ ne lezo ket ar bennozh war e lerc'h,
Danvez a brofadenn hag a skuilhadur sakr
Evit an Aotrou, ho Toue?

Sonit ar c'horn en Sion !
Kemennit ur yun, embannit ul lid,

Strollit ar bobl, engalvit ar gumuniezh,
Bodit ar re gozh, tolpit ar vugaligoù,
Ar re a zo c'hoazh ouzh ar vronn !

An den yaouank ra guitaio e gambr
Hag ar wreg nevez he gwele !

Etre ar porched hag an aoter
Ra leñvo ar veleien, servijerien Doue, ha ra lavarint :

«Espernit, Aotrou, espernit ho pobl,
Ha na lezit ket hoc'h hêrezh d'an dismegañs,
Da c'hoapaerezh ar broadoù !
Perak e lavarfed e-touez ar pobloù :
Pelec'h eta 'mañ o Doue?»


Neuze e voe an Aotrou fromet a warizi evit e vro,
hag e truezas ouzh e bobl.

Respont a reas an Aotrou
en ur lavarout d'e bobl :

«Setu ma kasan deoc'h ed,
gwin nevez hag eoul fresk,
Hag ho kwalc'h ho po anezho.
Na biken ken ne rin ac'hanoc'h
Un danvez a c'hoapaerezh evit ar broadoù".

*

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article