Pevare Sul ar C'horaiz

Publié le par Andrev

Sul al Laetare. E Roma, d'ar Sul-mañ ar Pab a oa ar c'hiz gantañ da vennigañ ur rozenn aour a voe kaset da c'houde da unan bennak en doa c'hoant da enoriñ. Abalamour da se e veze anvet ivez Sul ar Rozenn ar sul-mañ.

 

Introït

Bez laouen, Jeruzalem...

 

Lennadenn

eus Lizher sant Paol d'ar C'halated 4,21

 

Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h sujañd’al Lezenn, ne glevit ket petra lavar al Lezenn? Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez, hag egile eus ar wreg en he frankiz. Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c'horf, hini ar wreg en he frankiz dre nerzh ar c'hrataenn. Unskeudennadur hon eus aze, rak an div vaouez-se a zo skeudenn an daou emglev. An hini kentañ, Menez Sinai, a c'han bugale evit ar sklavelezh; Agar an hini eo; rak ar Sinai a zo ur menez eus Arabia;hag ez eo ur skeudenn eus ar Jeruzalem a-vremañ, a zo evit gwir sklavourez gant he bugale. Met Jeruzalem an nec'h a zo en he frankiz, hag hor mamm ez eo; rak skrivet eo : «Bez laouen, maouez gaonac'h, gwreg hep bugale, sav da vouezh gant levenez, te ha n’out ket bet er gwentloù, rak niverusoc'h eo bugale an hini dilezet eget re an hini he devoa ar pried.» Ha c'hwi, va breudeur, e-giz Izaak, c'hwi zo bugale ar c'hrataenn. Hogen, evel neuze pa veze ar bugel ganet hervez ar c'horf o wallgas an hini ganet hervez ar spered, evel-se emañ kont bremañ c'hoazh. Petra avat a lavar ar Skritur : «Kas ar sklavourez kuit hag he bugale, rak ne zle ket mab ar sklavourez bezañ hêr gant mab ar wreg en he frankiz.» Gant-se, breudeur, n’omp ket bugale ur sklavourez, met bugale ar wreg en he frankiz. Evit m’hor bo ar frankiz-se eo en deus ar C'hrist hon dieubet. Dalc'hit start eta, ha n’en em lakait ket en-dro dindan yev ar sklavelezh.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article