Sul ar peuz dibeuz

Publié le par Andrev

Lukaz 18

Evit an trede gwezh e tiougan Jezuz
e Basion

 

31 O kemerout gantañ an Daouzek, e lavaras
dezho : «Setu ma pignomp da Jeruzalem, hag
e vo kaset da benn kement a zo bet skrivet gant
ar Brofeded diwar-benn Mab an Den. 32 Lakaet
e vo etre daouarn ar baganed, goapaet e vo,
dismegañset e vo, skopet e vo outañ, 33 ha goude
bezañ e skourjezet, en lakaint d’ar marv.
Ha d’an trede deiz ec'h adsavo da vev.»
34 Int avat ne gomprenjont mann ebet
e kement-se, rak komzoù kuzhet e oant evito,
ha ne welent ket petra a dalvezent da lavarout.
Den dall Yeriko.
35 Evel ma tostae ouzh Yeriko, e oa un den
dall azezet war ribl an hent o c'houlenn an
aluzon. 36 O klevout tud o tremen, e c'houlennas
petra a oa kement-se. 37 Respontet e voe dezhañ
edo Jezuz an Nazaredad o tremen. 38 Neuze
e krias : «Jezuz, Mab David, az pez truez
ouzhin.» 39 Ar re a gerzhe er penn-araok
en c'hourdrouze evit ma tavje. Eñ avat a youc'he
kreñvoc'h a se : «Mab David, az pez truez
ouzhin.» 40 Jezuz a chomas a-sav hag
a c'hourc'hemennas en degas dezhañ. Pa voe
erru tost, e c'houlennas digantañ : 41 «Petra ec'h
eus c'hoant a rafen dit?» - «Aotrou, emezañ, ma
welin !» 42 Ha Jezuz a lavaras dezhañ :
«Gwel, da feiz he deus da salvet.» 43 War an
taol, e welas hag ez eas war e lerc'h en ur ganañ
klod Doue. Hag o welout kement-se, ar bobl
a-bezh a zougas meuleudi da Zoue.

Sul ar peuz dibeuz

Komunion

*

Sul ar peuz dibeuz
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article