Quasi modo geniti infantes

Publié le par Andrev

Sul ar C'hasimodo

Introït

Quasi modo geniti infantes...

Evel bugale nevez ganet, klaskit gant ho spered, hep touellerezh, al laezh a raio vad d'hoc'h ene. Kanit da veuliñ Doue, an Hini hon harp; kanit da veuliñ Doue Yakob.

Lennadenn

eus lizher kentañ sant Yann 5

Hag e c'hourc'hemennoù ned int ket ur bec'h,
peogwir e trec'h war ar bed kement
a zo ganet eus Doue;
hag an trec'h a c'hounezomp war ar bed
eo hor feiz an hini eo.
Piv eo an trec'hour war ar bed,
nemet an hini a gred ez eo Jezuz Mab Doue.
Hemañ a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad,
Jezuz Krist n’eo ket gant an dour hepken
met gant an dour hag ar gwad;
hag ar Spered a ro testeni a gement-se,
rak ar Spered eo ar wirionez.
Tri a zo o reiñ testeni 8 ar Spered,
an dour hag ar gwad;
hag o-zri a zo unan o zesteni.
Mar degemeromp testeni an dud,
degemeromp testeni Doue hag a zo brasoc'h.
Hag hemañ eo testeni Doue : Roet en deus
testeni diwar-benn e Vab.
Hag an neb a gred e Mab Doue
en deus an testeni-se ennañ e-unan.

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article