Eil Sul goude Pask

Publié le par Andrev

eus Aviel sant Yann
 

10,11
Me eo ar pastor mat. Ar pastor mat a ro
e vuhez evit e zeñved. Met ar goprad, an hini
n’eo ket ar pastor ha n’eo ket an deñved
dezhañ, pa wel ar bleiz o tont, a zilez an deñved hag a dec'h; hag ar bleiz a skrap hag o distaol a bep tu, rak ur goprad n’eo ken ha n’eo ket nec'het gant an deñved.

Me eo ar mêsaer mat; hag anaout a ran va deñved-me, ha va re-me am anavez, evel ma'z on anavezet gant an Tad, ha ma'z eo an Tad anavezet ganin; ha va buhez a roan evit va deñved.
Deñved all am eus ha n’int ket eus ar c'hloz-mañ : ar re-se ivez eo din o degas e-barzh; ha klevout a raint va mouezh ha ne vo neuze nemet ur bagad, ur pastor hepken.

Komunion

Ego sum pastor bonus, alleluja: et cognosco oves meas, et cognoscunt me meae, alleluia, alleluia

Eil Sul goude Pask
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article