Yaou-Bask

Publié le par Andrev

Ar Yaou-Bask

Ascension of Our Lord

*

Fête de l'Ascension

Lennadenn

eus levr Oberoù an Ebestel, I

Va danevell gentañ am eus savet,
o Teofiloz, diwar-benn kement a reas hag
a gelennas Jezuz, adalek ar penn kentañ, betek
an deiz ma voe savet d’an neñv, goude bezañ
roet e gemennadurioù, dre ar Spered Santel,
d’an ebestel en devoa dibabet.

D’ar re-mañ ivez en devoa en em
ziskouezet, leun a vuhez goude bezañ
gouzañvet, dre galz a brouennoù, oc'h en em
reiñ dezho da welout e-pad daou-ugent devezh
hag o tisplegañ ar pezh a sell ouzh Rouantelezh Doue.

Un deiz o vezañ ganto, e kemennas dezho
chom hep pellaat diouzh Jeruzalem, met gortoz
eno grataerezh an Tad, hoc'h eus klevet diganin,
emezañ, ar c'hemenn anezhi; rak Yann en deus
badezet gant dour; c'hwi avat eo er Spered
Santel e vezot badezet a-benn nebeut
a zevezhioù ac'hann.

Int-i eta, un deiz ma oant bodet en-dro
dezhañ, a c'houlennas outañ : «Aotrou, hag-eñ
eo bremañ emaout o vont da adsevel ar
Rouantelezh evit Israel?» Respont a reas
dezho : «N’eo ket roet deoc'h-c'hwi anaout an
amzer hag ar c'houlz en deus an Tad merket en
e c'halloud e-unan. Met resev a reot nerzh ar
Spered Santel o tiskenn warnoc'h, hag e vezot
testoù din e Jeruzalem, e Youdea en he fezh,
hag e Samaria, ha betek penn pellañ an douar.»

Hag o vezañ lavaret an traoù-se, tra ma
oant o sellout, e voe savet d’an nec'h, hag ur
goabrenn en degemeras d’e guzhat d’o
daoulagad. Hag evel ma oant eno, troet o sell
etrezek an neñv d’e welout o vont kuit, setu
m’en em gavas dirazo daou zen gwisket
e gwenn, a lavaras : «Gwazed Galilea, perak
e chomit aze da sellout ouzh an neñv? Hennezh,
Jezuz, hag a zo bet savet diouzhoc'h d'an neñv,
a zeuy en-dro evel-se, e-giz m’hoc'h eus e welet
o vont kuit d’an neñv.»

Kinnigadur

Ascendit Deus in jubilatione, et Dominus in voce tubae, alleluja

Pignet eo Doue e-kreiz ar youc'hadeg a levenez ha son an trompilhoù.

 

evit kanañ meuleudioù

Ascendit Deus in  jubilatione

let's sing and praise

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article