Eil Sul goude ar Pantekost
Eil Sul goude ar Pantekost
eus eizhvetez gouel ar Sakramant
*
2nd Sunday after Pentecost
*
Dimanche dans l'Octave
de la Fête-Dieu

lizher kentañ sant Pêr - teuliad 5, gwerzad 6-11
Soublit izelek dindan dorn galloudus Doue,
dezhañ d’hoc'h uhelaat pa vo deuet ar c'houlz.
Hoc'h holl brederioù, disammit-i warnañ, rak
eñ a gemer preder ganeoc'h. Bezit kerreizh ha
war evezh, rak an Diaoul hoc'h enebour, evel ul
leon kounnaret, a furch war ho tro o klask unan
da lonkañ. Dalc'hit penn outañ nerzhus en ho
feiz, o c'houzout emañ kumuniezh ho preudeur
strewet dre ar bed o c'houzañv an hevelep
poanioù hag ho re.
Hogen, goude m’ho po gouzañvet ur
pennadig, Doue an holl c'hrasoù hag en deus ho
kalvet er C'hrist d’e c'hloar hollbadus, eo an
hini hoc'h addreso, start, kreñv, divrall.
Dezhañ ar galloud evit kantvedoù ar
c'hantvedoù. Amen.


*