Pemvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Pemvet Sul goude ar Pantekost

*

Vijfde zondag na Pinksteren

*

5e Dimanche après la Pentecôte

*

Kentel

Lizher kentañ sant Pêr 3,8-15


Bezit holl unanet kenetrezoc'h, leun a druez, a gengarantez, a zouster hag a izelegezh; 9 na zaskorit ket an droug evit an droug, na kunujenn evit kunujenn. Bennigit kentoc'h, rak galvet oc'h bet end-eeun da gaout ar vennozh da lod-hêrezh. Rak an hini a fell dezhañ karout ar vuhez ha gwelout devezhioù eürus, ra viro e deod diouzh an droug hag e vuzelloù diouzh ar c'homzoù gaouiat.
Ra zistroio diouzh ar fall evit ober ar mad. Ra glasko ar peoc'h, ha ra strivo d’e dizhout. Rak daoulagad Doue a bar war an dud reizh,
hag e ziskouarn a selaou o fedennoù. Met selloù an Aotrou a sko
gant an drougoberourien.
Ha piv a c'hellfe noazout ouzhoc'h mar bezit gredus d’ober ar mad? Ha pa c'houzañvfec'h poan evit ar reizhded, bezit eürus : n’ho pet ket aon rak an dud, na vezit ket trubuilhet. Met santelait en ho kalonoù an Aotrou Krist, o vezañ prest bepred da zifenn ar goubeizh a zo ennoc'h, dirak ar re a c'houlenn kont ouzhoc'h diwar he fenn.

Komunion

Unam petii a Domino

Ps. 26, 4.

Un dra a c'houlennan digant an Aotrou,
sed ar pezh a glaskan :
Ma vin o chom e ti an Aotrou
a-hed deizioù va buhez.

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article