Seizhvet Sul goude ar Pantekost
Seizhvet Sul goude ar Pantekost
*
*
7e Dimanche après la Pentecôte

Aviel
Sant Vazhev VII
Diwallit diouzh ar falsprofeded a zeu
davedoc'h gwisket e deñved hag a zo en
diabarzh bleizi skraperien. Diouzh o frouezh
en o anavezot : daoust hag e kutuilher rezin war
ar spern, pe fiez war an askol? Evel-se 'ta, pep
gwezenn vat a ro frouezh mat, hag ar wezenn
fall a ro frouezh fall. N’hell ket ur wezenn vat
dougen frouezh fall, nag ur wezenn fall dougen
frouezh mat. Kement gwezenn na roio ket
frouezh mat a vo troc'het ha skoet en tan.
Diouzh o frouezh eta ec'h anavot anezho.
N’eo ket ar re a lavar : Aotrou, Aotrou ! a yelo
e-barzh Rouantelezh an neñvoù; met ar re a ra
mennantez va Zad a zo en neñvoù.
eus Levr Daniel 3,40
Evel aberzh ar meot hag an tirvi ha mil oan lart, ra blijo deoc'h hiziv hon aberzh, rak ar re a laka o fiziañs Ennoc'h n'o devezo ket a vez.
