Dekvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Dekvet Sul goude ar Pantekost

*

Decima domenica dopo Pentecoste
*
Introït

Pa c'harmen ouzh Doue, en deus selaouet va mouezh ha va dieubet eus va enebourion; o goleiñ a reas gant ar vezh, rak Eñ zo a-raok an holl amzer hag e van a viskoazh. En em droit war-zu Doue et viot maget gantañ. Salm: O Doue selaouit va fedenn ha na rit ket faet war va goulenn; sellit ouzhin a druez ha va selaouit.

kanañ gant ar pezh gregorian

Aviel

Sant Lukaz XVIII, 9-14


Lavarout a reas c'hoazh ar barabolenn-mañ
evit ar re a gave dezho e oant reizh, hag
a zisprize ar peurrest eus an dud : «Daou zen
a bignas d’an Templ da bediñ : unan anezho
a oa Farizian hag egile Publikan. Ar Farizian
sonn en e sav, a bede evel-henn ennañ e-unan :
Doue, da drugarekaat a ran dre ma n’on ket evel
ar peurrest eus an dud, a zo laeron, tud disleal,
avoultrerien, nag evel ar Publikan-mañ. Yunañ
a ran div wezh ar sizhun, hag e roan an deog
eus kement a c'hounezan. Ar Publikan avat
oc'h en em zerc'hel pell-bras ne grede ket zoken
sevel e zaoulagad etrezek an Neñv, nemet skeiñ
a rae war boull e galon en ur lavarout : Doue, az
pez truez ouzhin-me, pec'her ma'z on !
Me lavar deoc'h, hemañ a ziskennas d’e di
reizh dirak Doue ha n’eo ket egile, rak an neb
en em uhela a vezo izelaet, hag an neb en em
izela a vezo uhelaet.»

*

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article