Eizhvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Eizhvet Sul goude ar Pantekost

*

W第八個星期天五旬節之後

*

8e Dimanche après la Pentecôte

*

Kentel

Romaned VIII


Evel-se 'ta, breudeur, ez omp dleourion,
met n’eo ket e-keñver ar c'horf evit bevañ
hervez ar c'horf. Rak mar bevit hervez ar
c'horf, ho po ar marv; met mar lakait gant ar
Spered oberoù ar c'horf da vervel ennoc'h, ho
po ar vuhez.
Gant donezon ar Spered Santel omp hêred da Zoue.
Rak kement hini a zo lusket gant spered
Doue a zo bugel da Zoue. Nann, n’eo ket ur
spered a sklavourion hoc'h eus resevet evit
adkouezhañ en aon; resevet hoc'h eus ur spered
a advibien hol laka da grial: Abba, Tad !
Ar Spered e-unan a ro testeni d’hor spered-ni
ez omp bugale da Zoue. Ha mard-omp bugale
ez omp ivez hêred; hêred Doue, ken-hêred gant
ar C'hrist, peogwir e c'houzañvomp poan gantañ
da gaout gloar ivez a-unan gantañ.

Komunion

eus ar Salm 33, gwerzad 9

Tañvait ha gwelit pegen mat eo an Aotroù Doue; eürus an den a laka e fiziañs ennañ.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article