Navet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Navet Sul goude ar Pantekost

*

Naoidheamh Sàbaid às deidh na Pentecost

*

9e Dimanche après la Pentecôte

*

Aviel

Sant Lukaz XIX, 41-47


Evel ma tostae, pa welas Kêr, e ouelas
warni en ur lavarout : «Ma komprenjes en
deiz-mañ, te ivez, ar pezh a rofe dit ar peoc'h.
Bremañ siwazh ! emañ kuzhet ouzh da
zaoulagad. Ya, donet a ray warnout un amzer,
ma kleuzo da enebourien fozioù en-dro dit, evit
lakaat seziz warnout ha da waskañ a bep tu.
Da flastrañ a raint ouzh an douar, te ha da
vibien ennout-te, ha ne lezint ket ac'hanout-te
maen war vaen, dre n’ec'h eus ket anavezet an
amzer ma'z out bet gweladennet.»
Jezuz oc'h argas ar varc'hadourien eus an
Templ.
Aet e-barzh an Templ en em lakaas da
argas er-maez ar werzourien, 46 en ur lavarout
dezho : «Skrivet eo : Va Zi a vo un ti a bedenn,
c'hwi avat a ra gantañ un toull-laeron.»
Ha bemdez e veze o kelenn en Templ.

Komunion

eus Aviel St Yann 6,57

An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a van ennon, ha me ennañ, a lavar an Arloz.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article