Pempzekvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Pempzekvet Sul goude ar Pantekost
Dominica Decima quinta post Pentecosten

15e Dimanche après la Pentecôte

*
Digoradur

eus ar Salm 8,1&2-3

Ho pezit truez ouzhin, Aotroù, rak em eus garmet warzu ennoc'h a-hed an devezh; rak C'hwi, Aotroù, a zo mat ha dous, leun a drugarez evit ar re ho ped.

Salm / Troit ho skouarn warzu ennon, Aotroù, ha va selaouit, rak on reuzeudik ha paour.

Son ha ton

Lennadenn

eus Lizher sant Paol d'ar C'halated 5, 25-26 ; 6, 1-10

Mar hon eus buhez dre ar Spered, bezomp renet ivez gant ar Spered. Arabat dimp klask an enorioù kleuz, na bezañ dichek gant ar re all, na kaout avi an eil ouzh egile. Breudeur, zoken ma c'hoarvez d’un den bezañ tapet en ur gwall bennak, c'hwi ar re speredel, addresit-eñ gant douster a spered; met taol evezh te da-unan, rak te ivez a c'hellfe bezañ temptet. Dougit ho sammoù an eil d’egile, ha gant se kasit da benn lezenn ar C'hrist. Rak mar kred un den bezañ un dra bennak, pa ned eo netra, emañ oc'h en em douellañ. Ra sello pizh pep unan ouzh ar pezh a ra, ha neuze e kavo marteze ennañ e-unan, ha n’eo ket e-keñver ar re all, peadra d’en em veuliñ. Rak pep unan en devo e garg e-unan da zougen. Dleet eo d’an hini a vez kelennet ar Gomz dezhañ, reiñ eus e holl vadoù d’an hini a zo ouzh e gelenn. N’it ket da faziañ : ne reer ket goap ouzh Doue. Rak ar pezh a vez hadet eo ivez ar pezh a vez eostet. An neb a had ar c'horf a vedo frouezh ar c'horf, ar vreinadurezh; met an neb a had ar spered, a vedo frouezh ar spered, ar vuhez peurbadel. Arabat bezañ skuizh oc'h ober ar mad; en e amzer e teuy an eost evidomp, ma chomomp hep distardañ. Evel-se 'ta, keit ha m’hon eus amzer, greomp ar mad e-keñver an holl, met dreist-holl e-keñver hor breudeur er feiz.

*

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article