Pevarzekvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Pevarzekvet Sul goude ar Pantekost
Dominica Decima quarta post Pentecosten

14e Dimanche après la Pentecôte

*
Digoradur

eus ar Salm 83,10-11

C'hwi, hon diwallour, gwelit, o Doue,
sellit ouzh an hini hoc'h eus sakret.

Gwelloc'h un deiz hepken en ho porzhioù,
eget mil devezh e lec'h all.
Gwelloc'h eo din menel war dreuzoù ti va Doue,
eget bevañ e teltenn ar bec'herion.

Son ha ton

Lennadenn

eus Lizher sant Paol d'ar C'halated 3,16-22

Sed aze petra lavaran : en em lezit da vezañ renet gant ar Spered, ha neuze n’eot ket da seveniñ droukc'hoantegezh ar c'horf. Rak ar c'horf en deus c'hoantoù kontrol d’ar Spered, hag ar Spered c'hoantoù kontrol d’ar c'horf; emaint oc'h enebiñ an eil ouzh egile, en doare n’hellit ket ober ar pezh a fell deoc'h. Met mard-oc'h renet gant ar Spered, n’emaoc'h ken dindan damall al Lezenn. Anat eo d’an holl petra eo oberoù ar c'horf : Riboderezh, loustoni, dirollerezh, idolerezh, sorserezh, kasoni, dizunvaniezh, gwarizi, fulor, kabaduilh, dizemglev, disrannerezh, droukrañs, mezventi, lontegezh, ha pec'hedoù seurt-se; a-ziaraok e lavaran deoc'h evel m’em eus graet dija, penaos ar re a ra seurt pec'hedoù n’o devo ket lod e Rouantelezh Doue. Er c'hontrol, frouezh ar Spered a zo : Karitez, levenez, peoc'h, pasianted, hegarated, madelezh, fiziañs er re all, douster, emzalc'hegezh; a-enep d’an oberoù-se n’eus lezenn ebet. Ar re a zo d’ar C'hrist o deus eta staget ouzh ar Groaz o c'horf gant e youloù fall hag e c'hoantegezhioù.

 
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article