Sant Mikael Arc'hael, gouel an dedi
IN DEDICATIONE S. MICHAELIS ARCHANGELI
Dédicace de St Michel, archange

E-pad m'edo Yann o prederiañ ar c'hevrin e teuas an Arc'hael Mikael gant an drompilh hag a lavaras: Pardonit, Aotroù Doue, rak C'hwi a zigor al levr hag a dorr e siell, alleluia
eus ar Salm 8,1&2-3
C'hwi holl aeled, bennigit Doue, rak kreñv oc'h ha diouzh e Gomz e rit hag e embannit. Salm / Va ene bennigit Doue; va c'halon, va spered, meulit Doue.
Sant Vazhev 18
D’an eur-se e tostaas an diskibien ouzh
Jezuz da lavarout dezhañ : «Piv eta eo ar brasañ
e Rouantelezh an Neñvoù?» Jezuz o c'hervel
davetañ ur bugelig, en lakaas en o c'hreiz, hag
e lavaras dezho : «E gwirionez me lavar
deoc'h, mar ne zistroit ket da vezañ heñvel ouzh
bugaligoù, ned eot ket e-barzh Rouantelezh an
Neñvoù. An neb eta en em izelaio evel ar
bugelig-mañ, hennezh a vo ar brasañ
e Rouantelezh an Neñvoù. Hag an neb
a zegemer em anv ur bugelig evel hemañ, am
degemer va-unan.
*
Un ael a oa e-kichen aoter an templ, gantañ en zaouearn un ezañser aour, hag e voe roet dezhañ kalz ezañs, ha c'hwez vat an ezañs a bignas warzu Doue. Alleluia.
Roudoualleg
Aotroù Sant Mikael benniget
Diwar ho tron 'us d'ar stered
Ni ho ped Arc'hael dudius
Reiñ dimp ur sell trugarezus
*

*