Trizekvet Sul goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Trizekvet Sul goude ar Pantekost

Dominica Decima tertia post Pentecosten

13e Dimanche après la Pentecôte

*
Lennadenn

eus Lizher sant Paol d'ar C'halated 3,16-22

Evel-se ar grataerezhioù
a zo bet graet da Abraham ha d’e ziskennadur;
ne lavar ket ar Skritur : «ha d’e ziskennidi» evel
pa vije kaoz eus meur a hini, met evel pa ne
vefe nemet unan : «ha d’e ziskennadur», da
lavarout eo ar C'hrist. Setu amañ va soñj eta :
un testamant o vezañ bet divizet reizh ha mat
gant Doue, n’eo ket al Lezenn deuet pevar
c'hant tregont vloaz diwezhatoc'h a c'hellfe
tennañ e nerzh digantañ, na lakaat ar c'hrataenn
da vezañ didalvoud. Rak mar bije dre al
Lezenn e teujemp da vezañ hêred, ne vije ken
en abeg d’ar c'hrataenn. Met er c'hontrol eo dre
ur c'hrataenn en deus Doue roet e c'hras da
Abraham.
Neuze perak al Lezenn? Savet eo bet evit
ma vefe laket anat an terridigezhioù, betek ma
teufe an diskennadur e oa bet tonket dezhañ
kaout ar grataerezh. Diazezet eo bet dre
waziadezh an Aeled ha dre obererezh un
hanterour. Hogen n’eus ket ezhomm eus un
hanterour pa n’eus nemet ur gostezenn, ha
Doue a zo e-unan-penn. Daoust hag al Lezenn
eta a vefe a-enep da c'hrataennoù Doue? Tamm
ebet ! Hogen mar bije bet roet dimp ul Lezenn
barrek da zegas dimp ar vuhez, neuze
e gwirionez e vije eus al Lezenn e teuje ar
reizhder. Met er c'hontrol, al Lezenn he deus
dalc'het pep tra dindan ar pec'hed, evit ma vefe
roet ar c'hrataenn dre ar feiz e Jezuz Krist d’ar
re a gred.

Komunion

eus Levr ar Furnez 16,20

Roet hoc'h eus dimp, Aotroù, bara eus an Neñv, bara dudius, leun a zouster

 
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Trizekvet Sul goude ar Pantekost
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article