Gouel Hon Salver Jezuz-Krist Roue

Publié le par Andrev

*
Sul diwezhañ miz Here:
gouel H.S. Jezuz-Krist Roue

 

*

Dominica ultima octobris: D.N.IESU CHRISTI REGIS

Dernier Dimanche d'Octobre: N.S. Jésus-Christ Roi

 

Gloria 4

 

son & ton: http://www.ccwatershed.org/media/audio/12/06/28/16-14-17_0.mp3

Grazal

Salm 71, 8 ha 11.

Ha ren a ray eus an eil mor d'egile,
eus ar stêr betek penn pellañ an douar.

An holl rouaned a soublo dirazañ,
an holl vroadoù e servijo.

*

Aviel

Yann 18, 33-37

Neuze e tistroas Pilat e-diabarzh ar pretordi; gervel a reas Jezuz hag e lavaras dezhañ: «Ha te eo Roue ar Yuzevion?» Respont a reas Jezuz : «Hag ac'hanout da-unan e lavarez se, pe reoù all o deus en lavaret dit diwar va fenn?» - «Daoust ha Yuzev on-me? a respontas Pilat. Da bobl hag an Arc'h-veleion o deus da lakaet etre va daouarn. Petra ac'h eus graet?»  Ha Jezuz da respont : «Va Rouantelezh n’eo ket eus ar bed-mañ. Ma vije va Rouantelezh eus ar bed-mañ, o divije stourmet va gwazerion evit mirout na vijen lakaet etre daouarn ar Yuzevion; hogen va Rouantelezh n’eo ket ac'hann.»  Neuze e lavaras Pilat dezhañ : «Roue out eta?» - «Evel ma lavarez, a respontas Jezuz, roue on. Evit kement-se ez on bet ganet, hag evit kement-se ez on deuet er bed, evit reiñ testeni d’ar wirionez. An neb a zo mab ar wirionez a selaou va mouezh.»

*

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article