Kentañ Sul an Azvent

Publié le par Andrev

Sul 1añ a viz Kerzu 2019 * Stumm ordinal

*

Kentañ Sul an Azvent

*

Aviel Sant Vazhev

24, 37-44

En amzer-se, e lavaras Jezuz d'e ziskibion : Evel ma voe en deizioù Noe, evel-se e vo ivez e Donedigezh Mab an Den. Rak en deizioù a-raok an Dour-beuz e veze an dud o tebriñ, oc'h evañ, o timeziñ paotred ha merc'hed, betek ma 'z antreas Noe en arc'h, hag an dud ne ouezjont netra betek ma teuas an Dour-beuz o c'hasas holl gantañ; evel-se e vo ivez e Donedigezh Mab an Den. Neuze, eus daou zen a vo er park e vo kemeret unan ha lezet egile; eus div vaouez a vo o valañ gant ar vrev e vo kemeret unan ha lezet eben. Beilhit eta peogwir n’ouzit ket pegoulz e tle ho Mestr dont en-dro. Komprenit mat kement-mañ : Mar ouije ar penn-tiegezh da bet eur eus an noz e tle dont al laer, e veilhje mat ha ne lezje ket da doullañ e di. Rak-se bezit prest, c'hwi ivez, rak d’an eur na soñjit ket e teuio Mab an Den.

*

 

* Stumm dreist-ordinal

Dominica Prima Adventus 
Kentañ Sul an Azvent
Introït

Ad te levávi

eus ar Salm 24, 1–3.


Etrezek ennoc'h, Aotrou, e savan va ene,
va Doue, ennoc'h e fizian.
Grit n'am bo ket a vezh,
na drido ket va enebourien diwar va fenn,

nann, an neb zo e fiziañs ennoc'h
n'en devo ket a geuz.

selaou

 

Kentañ Sul an Azvent
Gousperoù

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article