Pevare Sul warn ugent goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

*

Sul 24 a viz Du 2019 - Stumm ordinal

Sul 34. Gouel ar C’hrist Roue an Hollved

Aviel Sant Lukaz

23,35-43

Ar bobl a chome eno da sellout. Ar pennoù-bras, int ivez, a rae goap anezhañ en ur lavarout : «Salvet en deus reoù all; ra 'n em salvo e-unan, mard eo Krist Doue, an hini dibabet !» Ar soudarded ivez a c'hoarzhe goap warnañ; tostaat a raent hag e kinnigent gwinegr dezhañ, en ur lavarout : «Mard-out Roue ar Yuzevien, en em salv da-unan.» Bez’ e oa ivez ur skrid a-us d’e benn : «Hemañ eo roue ar Yuzevien.» Unan eus an dorfedourien e pign ouzh ar groaz, a skoe kunujennoù gantañ, en ur lavarout : «Ha n’eo ket te eo ar C'hrist? En em salv da-unan ha ni ganit.» Met egile a respontas outañ gant komzoù taer : «Na te, kennebeut-all, n’ec'h eus tamm ebet doujañs Doue, goude m’out bet barnet d’an hevelep kastiz? Evidomp-ni ez eo reizh, gopret omp diouzh hon torfedoù; met hemañ n’en deus graet droug ebet.» Hag e lavare : «Jezuz, az
pez soñj ac'hanon pa zeui e gloar da Rouantelezh.» Ha Jezuz a respontas dezhañ : «E gwirionez, en lavarout a ran dit, hiziv e vi ganin er Baradoz.»

*

 

Stumm dreist-ordinal

Pevare Sul warn ugent
 goude ar Pantekost

 

Hon Aotroù Jezuz-Krist Roue

*

Dominica Vigesima Quarta et Ultima post Pentecosten

D. N. IESU CHRISTI REGIS

Introït

eus Yeremias 29,11,12 et 14


Mennadoù a beoc'h am eus ha n'eo ket a zroukverzh, eme an Aotroù; p'am galvot e selaouin ac'hanoc'h, hag ho tastum a rin eus an holl vroioù el lec'h m'am boa hoc'h harluet dioutañ.

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article