Trede Sul warn ugent goude ar Pantekost

Publié le par Andrev

Trede Sul warn ugent

goude ar Pantekost

*

Dominica Vigesima tertia post Pentecosten

23e Dimanche après la Pentecôte

*

Lennadenn

Filipidi 3, 17-21 : 4, 1-3.

Kemerit skouer diwarnon, va breudeur, ha sellit ouzh ar re en em ren hervez ar patrom a welit ennomp. Rak kalz a zo, en lavaret am eus deoc'h alies, ha bremañ eo en ur ouelañ en lavaran adarre, kalz en em ren evel enebourion da Groaz ar C'hrist. An dibenn anezho eo an
emgoll; o doue eo o c'hof; o enor a lakaont er pezh a zo mezhus; ouzh traoù an douar hepken
eo stag o c'halon. Ni avat emañ hor bro en neñvoù; hag ac'hano e c'hortozomp gant c'hoant bras, hon Aotrou Jezuz Krist, evel Salver, eñ hag a dreuzneuzio hor c'horf reuzeudik d’e lakaat kenstumm gant e gorf a c'hloar, dre an nerzh hag ar galloud en deus da lakaat an hollved da sujañ dezhañ. Rak-se eta, va breudeur muiañ-karet ha ker-meurbet, va levenez ha va c'hurunenn, dalc'hit start gant an hent-se en Aotrou, va re vuiañ-karet.
Pediñ a ran Evodia evel ma pedan Sintikez d’en em glevout mat en Aotrou. Ha goulenn a ran diganit, kompagnun gwirion, ro sikour dezho, rak va skoazellet o deus er stourm evit an Aviel, a-gevret gant Klemañs ha va c'henlabourerion all, a zo merket o anvioù e Levr ar Vuhez.

Kinnigadur

Salm 129,1-2.

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article