Añjeluz an Azvent

Publié le par Andrev

1. Un Arc’hael a-berzh an Aotrou

Da Vari ‘zegasas keloù :

E oa gant Doue dibabet

Da vezañ Mamm Salver ar bed.

 

2. Mari a respontas neuze :

“ Servijerez ‘on da Zoue.

Ra vo graet din, Ael benniget,

Hervez m’hoc’h eus din lavaret. ”

 

3. Hag e engehentas ur bugel

Dre c’halloud ar Spered Santel.

Ha Verb Doue ‘n em enkorfet ;

E-touez an dud en deus bevet.

 

4. Pedit Mamm santel da Zoue

Evidomp-holl ho pugale,

Ma vezimp din eus ar grasoù

A bromet Jezuz hon Aotrou.

*

 

Anjelus hengounel o tont eus oberoù an Aotrou Charlez Briz

(XVIIvet kantved),  ganet e Lanhouarne hag aluzener e Kemper.

Gant plijadur ha war ho koulenn e ve desket deoc'h ar c'han-se ganimp.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article