Ar Sul eus eizhvetez Ginivelezh hor Salver
Sul 29 a viz Kerzu 2019
*
* Sul kentañ goude Ginivelezh hor Salver *
An Tiegezh Santel
*
1, 18-24
Kemer ar bugel hag e vamm, ha tec'h d'an Ejipt
Goude dezho mont kuit, setu un Ael eus an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre e gousk, hag a lavaras dezhañ : «Sav, kemer ar bugel hag e vamm, tec'h d’an Ejipt, ha chom eno betek ma lavarin dit;
rak Herodez a ya da glask ar bugel evit e lazhañ.» Eñ neuze a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm e-kreiz an noz, hag en em dennas d’an Ejipt. Chom a reas eno betek marv Herodez,
evit ma teufe da wir pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomzoù ar profed : «Eus an Ejipt em eus galvet va mab.» Goude marv Herodez, setu an Ael eus an Aotrou en em ziskouezas dre e gousk da Jozef en Ejipt, 20 da lavarout dezhañ : «Sav, kemer ar bugel hag e vamm, ha kae da vro Israel; rak marv eo ar re a glaske ar bugel evit e lazhañ.» Eñ avat a savas, a gemeras ar bugel hag e vamm
hag a zeuas en-dro da vro Israel. Met o klevout e rene Arkelaus war Youdea e-lec'h e dad Herodez,
en devoe aon da vont di. Aliet dre e gousk ec'h en em dennas e Galilea, hag e teuas da chom en ur gêr anvet Nazared, evit ma teufe da wir ar pezh a oa bet lavaret gant ar brofeded : «Nazaread a vo graet anezhañ.»

Dominica infra Octavam Nativitatis
eus Furnez 18, 14-15
E-pad ma oa goloet pep tra gant ur sioulder don
Ha m'en em gave an noz e-kreiz he redadenn herrus,
E kemeras da lavar hollc'halloudek
E lañs eus lein an neñvoù, eus an tron roueel;
Brezelour didruez, e plaouias war un douar gouestlet d'an distruj,
O tougen e-giz kleze lemm, da setañs didorrus.


