Breizh da Jezuz 51

Publié le par Andrev

Tennet eus Hanezadur Lann-Anna

Kannadig Tiegezh Santez Anna

Extrait des Chroniques de Lann-Anna

D’ar Sul 5 a viz Mae 2019. Devezh “Feiz ha Stuzegezh” e Sant-Wenn e Bro-Mur, en tamm-se eus Kernev o terc’hel ennañ kement a eñvorioù eus Misionoù an Tad Juluan Maner. Degouezhet omp a-raok 10e hanter e chapel Sant-Elouan war arbenn d’hor mignonez Mauricette, leun a vadelezh bepred, hag he doa aozet ha kempennet pep tra gant skoazell tud kengor ar chapel, a-benn an oferenn aozet gant Tiegezh Santez Anna, da 11e hanter, ha pennlidet gant an tad Iwan Brient. Ouzhpenn izili ha mignoned ar Genunaniezh, ez eo deuet un nebeud tud evit ar wezh kentañ, ha kalzig feizidi eus ar barrez hag an tolead. Oferenn lidet e brezhoneg ha gant kanoù gregorian el lec’h-mañ santel meurbet, kevrinel ha burzhudus evit gwir, bet darempredet ergentaou gant Katell Danielou, ene ar Misionoù. Goude ur banne bet profet gant kevredigezh ar chapel ez omp holl en em gavet e bourc’h Sant-Wenn evit dispakañ ha kaout tinellig en ur salig eus ar gumun. Ha setu ni darev neuze da genderc’hel gant hon devezh!

En iliz e tegouezh mignoned all hag e selaouomp displegadennoù pizh ha ledan a-zivout istor santel ha burzhudus ar barrez-mañ adalek grez sant Elouan (VIvet kantved) betek adsavidigezh e chapel er XVIIvet kantved, war gentod an Neñv. D’ar poent-se e veze c’hoazh komzet brezhoneg er vro, ha Benead en deus lennet dimp un nebeud pennadoù skrid eus an Tad Maner evit lakaat da veizañ peseurt bri a zouge ouzh ar brezhoneg a selle evel unan eus yezhoù koshañ ar bed, yezh ar sent diazezourion, yezh sant Kaorintin pergen, m’en doa fiziet ennañ e abostolerezh. Ur frapadig c’hoazh evit arvestiñ ouzh an iliz gant chapel ar maen-vadeziant pergetket, dezhi ur sternaoter vihan heverk. Hag a-raok kuitaat ar savadur, ur bedenn evit enoriñ ar gevrinourez Katell Danieloù beziet diouzh tu ar c’hreisteiz.

Ac’hano hon eus tizhet chapel Sant-Pabu a zo o vezañ ratreet an diabarzh anezhi ; espar gant he jube, he delwennoù kozh, he chantele meurdezus gant an daol-bask. Hag hiziv, dre Ragevezh Doue, da zeiz gouel sant Visant Ferer, en em gavomp amañ e-harz un delwenn vaen gaer anezhañ, hini goshañ Breizh marteze. Dezhañ eta e kinnigomp hor mennadoù, lusket gant an diskan : “Deoc’h e kasomp garm hor goulenn, o sant Visant, sed hor pedenn!” Distreiñ a reomp neuze da chapel Sant-Elouan, da gentañ dirak bez ar penitiour, en diavaez anezhi ,met lec’hiet ouzh ar chantele en tu kreisteiz. Aze e ro dimp Benead un danevell eus istor ar sant hag eus adsavidigezh ar chapel, hep ankouaat burzhud an dour en arched-maen a zo padet betek kant vloaz zo. En em gavet omp neuze e-barzh ar chapel evit ar gousperoù, hon eus echuet drezo an emgav kaer-mañ.

D’ar Sul 9 a viz Mezheven. Sul ar Pantekost pe Sul-Wenn. “O deuit, Spered Santel, ha bannit eus an neñvoù skin ho kouloù peurbadel. (.) Distennit pezh a zo reut, tommit pezh a zo skornet, reizhit pezh a zo gweet.” (Tennet eus Kemalenn ar Pantekost). Oferenn e Pontkalleg evit ar Vreuriezh hag emvod ar Genunaniezh e Lann-Anna. Kalzig tud hiziv d’hon emgav “Yec’hed mat!” Mont gant “mennad madelezhus” an Tad, a fell dezhañ “lakaat ar C’Hrist da vezañ penn pep tra hag ennañ adunvaniñ kement a zo en neñv ha kement a zo war an douar.” Degemer gras Doue a fell dezhañ hor santelaat e kement a zo ac’hanomp: hor spered, hon ene hag hor c’horf (kv. 1 Tes 5,23) Degemer bennozh Doue evit hor buhez hiniennel, evit hon tiegezh, evit hor bro. Sed dalc’h hor pedenn hiziv o klask en em zigeriñ da nerzh Doue : “Rak bev eo komz Doue, nerzhus, kalz lemmoc’h eget n’eus forzh peseurt kleze diwzremmet, barrek da vont tre betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntroù diouzh ar mel-eskern, ha gouest da varn mennadoù ha soñjoù ar galon.” (Hb 4, 12)

D’ar Merc’her 3 a viz Gouere. Setu m'emaomp gant Miz Santez Anna, ur prantad emgavioù liesseurt e Lann-Anna a-benn lidañ madelezh Doue war douar Breizh, dindan mantell hor paeronez eus an Neñv. Hiziv, hor boa aozet un devezhiad kempenn Lann-Anna, ha diouzh an noz, pedenn e Skol Santez Anna.

D’al Lun 15 a viz Gouere. Da 6e d’abardaez, oferenn ouestlel da santez Anna, lidet er stumm dreist-ordinal gant ur beleg boazet gant Lann-Anna. Un dudi da c'houde oc'h en em gavout holl ouzh taol evit koan.

D’ar Merc’her 17 a viz Gouere. Un eil devezhiad kempenn gant mignoned Lann-Anna. Setu staliet ivez taolioù er skiber a-benn disul a zeu.

D’ar Sul 21 a viz Gouere. Pardon Santez Anna e Lann-Anna, oferenn lidet da 11e gant an Tad Iwan Brient. Da c’houde, setu Mewen o reiñ son e vinioù-bras da glevet...ur misi! Ur banne evit an holl er skiber, a-raok dispakañ ar meuzioù. A-boan ma’z eus lec’h a-walc’h evit an holl. Gousperoù da 3e kadoriet gant Person Gourin, an tad Emile Bigumira; evel-se hor bo tro da bediñ evitañ hag evit e vro afrikan c’henidik. Er bloaz-mañ hon eus graet da c’houde ul lidkerzh dre an tamm hent kozh, a-raok Kevarc’h ar Sakramant. Ha war-lerc’h, evel-just, merenn-enderv gant un tamm sonerezh adarre, a-walc’h evit lakaat an dud da gorolliñ un tamm. Ha kendalc’het eo diwezhatoc’h en abardaez gant darn, betek lodennañ ur goan primaozet. Bennozh da Zoue ha meuleudi beurbadel d’hon Itron Vat santez Anna!

D’ar Gwener 26 a viz Gouere. Gouel Meur Santez Anna. Oferenn er beure-mañ e Pontkalleg, lidet gant an tad Bonino, domenigad, anezhañ dean skol-veur pabel an Angelicum e Roma. Da 6e d’abardaez e Lann-Anna, gousperoù santez Anna, lidkerzh ha Kevarc’h ar Sakramant, evel disul tremen.

Yaou 1añ - Gwener 2 a viz Eost. Evit klozañ Eizhved Gouel Santez Anna, setu-ni adarre evit ar seizhvet gwezh gant hon troiad “Feiz ha Stuzegezh.” Emgav neuze da greisteiz e-kichen chapel Itron-Varia Krenenan e Pleurdud. O c’hortoz an dud e taolomp ur sell ouzh ar c’havioù sistr, heverk a-walc’h er vro-Bourled. Tinellig kentañ a-raok gweladenniñ ar chapel a zo enni traoù kaer ha deurus : ar volz skeudennaouet, strollad kizellet ar Wezenn Yese, ar gwerelloù, hag all. Ac’hano, hag o tremen hebioù Kroaz Sant Ildud, ez eomp da welout chapelig Sant-Mikael a zo labourioù war-dro he zoenn. Arvestiñ a reomp ouzh al lec’hienn gaer hag ouzh ar mañsonerezh dispar. Treuziñ a reomp ar vourc’h evit mont betek chapel an Dreinded e Lokrist, trema ar C’hroesti; en diavaez e chomomp ur pennad da selaou un nebeud displegadennoù a-zivout ar Vro-Bourled pergen, hag en diabarzh, e tizoloomp ur chapel roman hollgaer, gant from ha dudi : gwaregoù heneuz, adnevioù kevrinus, delwennoù ha kizelladurioù dibar… Ken brav en em gavomp eno ma chomomp da ganañ ar gousperoù. Ha setu-ni neuze er vourc’h evit gweladenniñ an iliz o kuzhat dre an diavaez he doareoù roman ken kenedus. Aze e selaouomp istor sant Ildud bet degaset gwezhall ar c’hehelerezh anezhañ pa dosta e anv ouzh hini ar barrez. Ur banne kafe, hag en hent betek Lokuon, e penn pellañ hanternoz ar barrez! Gweladenniñ a reomp iliz Sant-Gwion a-raok diskenn er mengleuzioù kozh, dre an hir a ziri betek chapel Itron-Varia ar Foz, ha donoc’h c’hoazh, betek ar feunteun hag ar poull. Pebezh load kevrinus hep par! War ali Vetig ez eomp betek tachenn-gampiñ Leskoed neuze, da zispakañ koan atav ken saourus, bennozh d’ar c’heginourezed ampart. Hag evit echuiñ hon devezhiad kentañ, e skoomp war-zu ar ganol betek chapel Itron-Varia Druez, gouestlet gwezhall da sant Weltaz, war barrez Melioneg. Ul load plijus tre adarre, ha digor eo ar chapel! Ur bourmenadenn a-hed ar ganol betek ar skluz daouel lec’h ma kejomp, e tu Kernev, gant un den fentus, leun a vuhez hag a ouiziegezh. Hag evel-just e tizhomp Gwareg da c’houde evit kavout hor c’hambreier hag hor boazioù e lise an Eostenadezed. Eil devezh. Lein dindan koc'hu Gwareg da 8e, a-raok mont war-eeun da Sant-Ijo evit kanañ lidvezh ar beure en iliz dilorc'h a oa bet digoret ha goulaouet evidomp. Un tamm annougadenn gant Benead hag ez eomp gant hon hent. A-dreuz ar maezioù don e tegouezhomp neuze da gaout chapel Sant-Eler e Sant-Nikolaz-ar-Pelem : ur chapel gaer tre, koulz hag ur feunteun veurdezus, ha war an dro ur gejadenn gant ur c'houer yaouank o chom e-kichen, en doa ur bern traoù da gontañ. Met ret eo mont war-raok, betek chapel Sant-Rog e Plounevez-Kintin. Emañ en ul lec'h digenvez ha rivinet eo, met tud a youl vat a labour gant kalon d'he adsevel. Pelloc'h e tiskoachomp ar feunteun, hag en traoñ ar pont galian war ar Blavez, souezhus tre. Evit tinellig e kavomp un daol e-kichen chapel Kerhir hor boa gweladennet pemp bloaz zo. Goude merenn e skoomp war-zu Larruen, da gentañ chapel Sant-Anton en ur gêriadenn gaer hanter dilezet ma weler kerreg o tont a-resed e pep lec’h. Didius! Er vourc’h e arvestomp ouzh ar c’halvar meurdezus er c’hloz-iliz. Atav war ar barrez-mañ, e tizoloomp chapel Itron-Varia Kelou-Mat Lannegan, gouestlet da sant Erwan ma weler ur delwenn gaer anezhañ er savadur, etre ar paour hag ar pinvidig. Gwezhall e oa ar chapel-mañ a-zalc'h ouzh maner damdost ar Gollodig lec'h ma'z omp degemeret gant ar perc'hen, a gont dimp un tammig istor e vaner. E deroù ar bloavezhioù seikont e oa festoù-noz ramzel amañ. Bourraplted ha riboderezh siwazh n'o deus ket kaset da bell dihun ar vro... Degouezhet omp neuze e Magor, ur vourc'hig plijus gant un iliz kaer kenañ ; emeur amañ en enezennad nemetañ eskobiezh Dol e Kernev. Merenn-vihan da gentañ, a-raok gweladenniñ an iliz gouestlet da sant Gweltaz, enoret keñan anat en tolead, ha kanañ gousperoù gouel santez Anna e diwezh an Eizhved. Feuteun Sant-Weltaz a gavomp e diavaez ar vourc'h, ur c'haer a savadur e mein benet. Da glozañ hon troiad e resevomp eno olevadur Balzam santez Anna. War hon distro, da gichen an iliz, setu ur vaouez kozh, he doa hor gwelet o tremen a-dra-sur, o tont er-maez eus he zi hag o voulc'hañ un tamm marvailh ganimp : un diskennadez eus tiegezh Jorj Kadoudal o tougen c'hoazh anv an haroz ha feal d'e eñvor. Ha setu-ni o kanañ ar Vro-Gozh ganti war ar straed a-raok kimiadiñ diouti, ha pelloc'hik an eil re diouzh ar re all. Bennozh ha klod da Zoue evit an daou zevezh kaer-mañ leun a zegouezhioù espar, ha meuleudioù uhel da santez Anna!

D’ar Sul 29 a viz Gwengolo. En enderv-mañ ez omp bet e Keranna evit oferenn-glozañ pirc’hirinadenn “Feiz e Breizh” er stumm dreistordinal, kadoriet gant an Aotrou Eskob Gwened ha skoret gant daou veleg eus Ensavadur ar C’hrist Roue, person Sant-Padern Gwened, hag an Aotrou beleg Courtois eus Breuriezh Sant-Pêr a vez o wazañ e Sant-Vazhev Kemper. Lidoù meurdezus ouzh son an ograoù hag ar bombard, ha kantikoù brezhonek, ur brezegenn c’halloudus. Evit gwir ez eus bet buhezet ur c'houlzad hollbouezus evit ar vro hiziv e Keranna. Meuleudi da Zoue!

D’ar Gwener 11 a viz Here. Kempennet eo bet an danvez parklec’h, ma vo stabiloc’h an dachenn dirak chapelig Lann-Anna. Bennnozh d’hor madoberourion!

D’ar Sul 13 a viz Here. Emvod an Distro eus ar Genunaniezh. Laouen bras eo bet an holl oc’h en em adkavout evit ar bloavezh nevez, ken ez eo padet hiroc’h ar pred hag ar c’hendivizoù a-raok an endervezh end-eeun. Danevellet hag eñvoret eo bet en-dro Devezhioù Bed ar Yaouankiz e Kompostella, dres tregont vloaz zo, deroù Tiegezh Santez Anna en e gemperzh start, hag ugent vloaz hon donedigezh er Vouster, betek hon anavezadur warlene gant eskobiezh Gwened.

D’ar Sul 10 a viz Du. Emgav miziek gant adnevezidigezh an enkoulmoù er Genunaniezh ha gant enkoulm un ezel nevez. Kroget eo bet gant an oferenn lidet da 11e en hor chapel gant an Tad Iwan Brient.

D’ar Sul 17 a viz Du. Hiziv eo aet Benead gant Katell da selaou ur c'houblad protestanted avielek o tont eus ar Stadoù-Unanet. Fiziomp hon darempredoù etre-ilizel e santez Anna, maouez eus ar Bobl Dibabet, skeudennaouet gant ar Bibl etre he daouarn, hag anavezet hepken dre hengoun an Iliz. Ra vezimp miret ganti er feiz bet degaset dimp gant an Ebestel !

* + *

 

Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Breizh da Jezuz 51
Extrait des Chroniques de Lann-Anna

Dimanche 5 Mai 2019. Journée "Foi et Culture" à Saint-Guen au Pays-de-Mur, territoire de Cornouaille riche de tant de souvenirs des Missions du Père Julien Maunoir. Arrivés avant 10h30 à la chapelle Saint-Elouan, nous retrouvons notre amie Mauricette, toujours si bonne, qui a préparé les lieux, avec l'aide des membres de l'association de la chapelle, pour la messe de 11h, organisée à l’initiative de Tiegezh Santez Anna et célébrée par l’abbé Iwan Brient. En plus des membres et amis de la Communion, certains sont venus pour la première fois, ainsi que des fidèles assez nombreux de la paroisse et du secteur. Messe célébrée en breton avec chants grégoriens dans ce saint lieu, mystique et miraculeux en vérité, naguère fréquenté par Catherine Daniélou, l’âme des Missions. Après un apéritif offert par l’association locale, nous nous sommes tous retrouvés au bourg de Saint-Guen pour le pique-nique dans une salle communale. Et nous voici bientôt fin prêts pour poursuivre notre journée !

A l’église, nous sommes rejoints par d’autres amis et nous écoutons des explications précises et abondantes au sujet de l’histoire sainte et merveilleuse de cette paroisse, depuis l’époque de saint Elouan (VIe siècle) jusqu’à la restauration de sa chapelle au XVIIe siècle, sur l'initiative du Ciel. A cette époque, on parlait encore breton dans le pays, et Benead nous a lu quelques passages des écrits du Père Maunoir illustrant à quel point le missionnaire estimait la langue bretonne : il la considérait en effet comme l’une des plus anciennes langues de l'univers, langue des saints fondateurs, et notamment de saint Corentin auquel il avait confié son apostolat. Quelques instants encore pour admirer l’église et particulièrement la chapelle des fonts-baptismaux et son remarquable retable. Et avant de quitter les lieux, une prière pour honorer la mystique Catherine Daniéloù dont la tombe se trouve du côté sud de l’église.

De là, nous avons rejoint la chapelle Saint-Pabu dont l'intérieur est en restauration : magnifique jubé, statues anciennes, chœur majestueux avec sa table de communion. Et aujourd’hui, en cette fête de saint Vincent Ferrier, nous nous retrouvons ici providentiellement au pied d’une belle statue de pierre le représentant, peut être la plus ancienne de Bretagne. Nous lui confions nos intentions en reprenant le refrain : “Deoc’h e kasomp garm hor goulenn, o sant Visant, sed hor pedenn!” Puis, nous revenons à la chapelle Saint-Elouan pour nous rassembler tout d’abord à l’extérieur, devant le tombeau de l’ermite, situé contre le chevet, côté sud. Ici, Benead nous expose l’histoire du saint et de la reconstruction de sa chapelle, sans oublier l’eau miraculeuse du sarcophage qui s’y voyait encore, il y a environ cent ans. Puis nous nous sommes rassemblés dans la chapelle pour les vêpres, par lesquelles nous avons terminé cette belle rencontre.

Dimanche 9 juin. Pentecôte. O viens, Saint Esprit, et envoie du ciel un rayon de ta lumière éternelle. (.) Assouplis ce qui est tendu, réchauffe ce qui est glacé, redresse ce qui est courbé.” (Extrait de la Séquence de la Pentecôte). Messe à Pontcallec pour la Fraternité et réunion de la Communion à Lann-Anna. Notre rencontre “Yec’hed mat!” nous rassemble aujourd’hui assez nombreux. Entrer dans le “dessein bienveillant du Père de ramener toutes choses sous un seul Chef, le Christ, les êtres célestes comme les terrestres.” Accueillir la grâce de Dieu qui veut nous sanctifier dans notre être tout entier : notre esprit, notre âme et notre corps (cf. 1 Tes 5,23). Accueillir la bénédiction de Dieu pour notre vie personnelle, pour notre famille, pour notre pays. Tel est l’enjeu de notre prière aujourd’hui, cherchant à nous ouvrir à la puissance divine : Vivante, en effet, est la parole de Dieu, efficace et plus incisive qu'aucun glaive à deux tranchants, elle pénètre jusqu'au point de division de l'âme et de l'esprit, des articulations et des moelles, elle peut juger les sentiments et les pensées du cœur. (Hb 4, 12)

Mercredi 3 juillet. Voici le Mois de Sainte Anne, un temps particulier à Lann-Anna pour célébrer la bonté de Dieu sur la terre de Bretagne, sous le manteau de notre Patronne céleste. Aujourd'hui, nous avons organisé un grand nettoyage de Lann-Anna, et ce soir, prière à l’Ecole de Sainte Anne.

Lundi 15 juillet. Ce soir à 6h, messe votive en l’honneur de sainte Anne, célébrée en forme extraordinaire par un prêtre habitué de Lann-Anna. Puis, nous avons la joie de tous nous retrouver autour de la table pour le dîner.

Mercredi 17 juillet. Seconde journée de préparation des lieux avec les amis de Lann-Anna. Les tables sont dressées dans le hangar en vue de la journée de dimanche prochain.

Dimanche 21 juillet. Pardon de Sainte Anne à Lann-Anna, messe célébrée à 11h par le Père Iwan Brient. A la sortie, Mewen fait entendre sa cornemuse...magnifique! Un apéritif rassemble tous les participants dans le hangar avant le pique-nique partagé. C’est à peine s’il y a de la place pour tous. Vêpres à 15h, présidées par le curé de Gourin, le Père Emile Bigumira ; ce sera l’occasion de prier pour lui et son pays africain d’origine. Cette année, nous avons fait une procession par le vieux chemin, avant le Salut du Saint-Sacrement. S’en est suivi, bien sûr, le goûter, accompagné à nouveau de musique, assez pour entrainer les gens dans la danse. Et certains se sont attardés dans la soirée, jusqu’à partager un dîner improvisé. Louange à Dieu et à sainte Anne notre bonne patronne !

Vendredi 26 juillet. Solennité de Sainte Anne. Messe ce matin à Pontcallec, célébrée par le Père Bonino, dominicain, doyen de l’Angelicum, université pontificale de Rome. A 18h à Lann-Anna, vêpres de sainte Anne, procession et Salut du Saint-Sacrement comme dimanche dernier.

Jeudi 1er-Vendredi 2 août. Pour clôturer l’Octave de la Fête de Sainte Anne, nous renouvelons pour sa septième édition notre périple Foi et Culture.” Rendez-vous à midi près de la chapelle Notre-Dame de Crenenan de Ploërdut. En attendant les participants, nous jetons un coup d’œil sur les caves à cidre, typiques du Pays-Pourlet. Premier pique-nique avant de visiter la chapelle qui renferme des richesses : la voûte historiée, le groupe sculpté de l’Arbre de Jessé, les vitraux, etc. De-là, passant devant la Croix de Saint-Ildud, nous atteignons la chapelle Saint-Michel dont la toiture est en réfection. Nous nous attardons à admirer le site enchanteuret et la superbe maçonnerie de la chapelle. Nous traversons ensuite le bourg pour rejoindre la chapelle de la Trinité à Lochrist, vers le Croisty. A l’extérieur, nous écoutons quelques explications, particulièrement au sujet du Pays-Pourlet, puis à l’intérieur, nous découvrons avec émotion et émerveillement une magnifique chapelle romane avec ses voûtes harmonieuses, ses bas-côtés plein de mystère, des statues et des sculptures magnifiques... C’est si beau que nous décidons d’y chanter nos vêpres. Et nous voici de retour au bourg pour visiter l’église dont l’extérieur cache une architecture romane très intéressante. Nous écoutons l’histoire de saint Ildud dont le culte fut jadis probablement introduit ici par rapprochement avec le toponyme de la paroisse. Un petit café, puis nous reprenons la route vers Locuon, à l’extrémité nord de la paroisse. Nous visitons l’église Saint-Guion avant de descendre vers les antiques carrières par le long escalier qui mène jusqu’à la chapelle Notre-Dame de la Fosse, et encore plus bas, à la fontaine et au lavoir. Un lieu qui respire le mystère ! Sur le conseil d’Yvette, nous allons jusqu’au camping de Lescöuet afin de déballer notre dîner, toujours aussi délicieux grâce au talent de nos cuisinières. Et pour finir notre premier jour, nous allons jusqu’au canal découvrir la chapelle de N.D. de Pitié, dédiée naguère à saint Gweltaz, sur la paroisse de Mellionnec. L’endroit est très agréable et nous trouvons la chapelle ouverte ! Promenade le long du canal jusqu’à la double écluse où nous rencontrons, du côté Cornouaille, un promeneur plein d’humour, de vitalité et de savoir. Et bien sûr, nous rejoignons Gouarec pour prendre possession de nos chambres au lycée des Augustines, selon notre habitude. Second Jour. Petit déjeuner à 8h sous les halles de Gouarec, puis nous allons directement à Saint-Ygeaux pour chanter les laudes dans la modeste église que nous trouvons ouvertes et éclairée à notre intention. Après une petite exhortation de Benead, nous reprenons la route. A travers la campagne, nous parvenons à la chapelle Saint-Eloi en Saint-Nicolas-du-Pélem : une très belle chapelle et une extraordinaire fontaine. Belle rencontre avec un jeune paysan habitant à proximité, heureux de parler du pays. Mais il nous faut poursuivre vers la chapelle Saint-Roc de Plounevez-Quintin. Isolée et ruinée, elle a été prise en charge par un groupe de bénévoles qui travaillent ardemment à la relever. Plus loin, nous atteignons la fontaine et, plus bas encore, l'extraodinaire pont gaulois sur le Blavet. Pour le pique-nique, nous trouvons une table près de la chapelle de Kerhir que nous avions visitée il y a cinq ans de cela. Après le repas, nous prenons la direction de Lanrivain, nous arrêtant tout d'abord à la chapelle Saint-Antoine, sise dans un beau village presqu'abandonné, où des rochers affleurent de partout. Très bel endroit ! Au bourg, nous admirons le magnifique calvaire de l'enclos. Toujours sur cette paroisse, nous découvrons encore la chapelle de N.D. de Bonne-Nouvelle de Lannegan, dédiée à saint Yves dont on voit, dans l'édifice, une belle statue entre le pauvre et le riche. Cette chapelle dépendait naguère du manoir voisin de Gollodig : nous nous y rendons pour être accueillis par le maître des lieux qui nous conte un peu l'histoire du manoir. Au début des années 70, de grands fest-noz s'y tenaient : plaisir et frivolité n'ont pas conduit bien loin hélas le réveil du pays! Nous voici ensuite arrivé à Magoar, unique enclave doloise de Cornouaille, joli petit bourg avec une très belle église. Tout d'abord le goûter, avant de visiter l'église placée sous le patronage de saint Gildas, celui-ci décidément très honoré dans la région, et de chanter les vêpres de la fête de sainte Anne pour clôturer son Octave. Nous trouvons la Fontaine Saint-Gildas à la sortie du bourg, une belle construction en pierres de taille. Pour clore notre périple, nous y recevons l'onction du Baume de sainte Anne. Au retour, près de l'église, nous sommes arrêtés par une grand-mère qui, nous ayant certainement repéré à notre passage, nous interpelle pour engager la conversation : il s’agit d’une descendante de Georges Cadoudal qui porte elle-même le patronyme du héros et est restée fidèle à sa mémoire. Et nous voici entonnant devant sa maison le Bro-Gozh, avant de prendre congé d’elle et de nous séparer, un peu plus loin. Dieu soit loué et glorifié pour ces deux belles journées pleines de belles rencontres et louange à sainte Anne !

Dimanche 29 septembre. Cet après-midi, nous sommes à Sainte-Anne-d’Auray pour la messe de clôture du pèlerinage Feiz e Breizh” célébrée en forme extraodinaire par Mgr Centène entouré de deux prêtres de l’Institut du Christ-Roi, du curè de Saint-Paterne de Vannes, ainsi que de l’abbé Courtois de la Fraternité Saint-Pierre qui dessert Saint-Mathieu de Quimper. Belle célébration au son de l’orgue et de la bombarde, cantiques bretons et homélie puissante. Ce fut en vérité un moment important pour le pays aujourd'hui à Keranna. Gloire à Dieu !

Vendredi 11 octobre. Aujourd’hui, création d’un parking stabilisé jouxtant la petite chapelle de Lann-Anna. Merci à nos bienfaiteurs!

Dimanche 13 octobre. Réunion de rentrée de la Communion. Tous étaient très heureux de se retrouver pour entamer cette nouvelle année si bien que le repas s’est un peu prolongé. Il a été fait mémoire des JMJ de Compostelle, il y a juste 30 ans de cela, et des débuts de Tiegezh Santez Anna dans une contexte très difficile, puis de notre arrivée il y a 20 ans au Moustoir jusqu’à le reconnaissance, l’an passé, par le diocèse de Vannes.

Dimanche 10 novembre. Rencontre mensuelle avec renouvellement des engagements dans la Communion et engagement d’un nouveau membre. Nous avons commencé par la messe célébrée à 11 dans notre chapelle par l’abbé Brient.

Dimanche 17 novembre. Aujourd'hui Benead et Katell sont allés écouter un couple de protestants évangélistes venus des Etats-Unis. Nous confions nos relations interconfessionnelles à sainte Anne, femme du Peuple Elu, représentée la Bible entre les mains, et connue uniquement par la Tradition de l'Église. Qu'elle nous garde dans la vraie foi reçue des Apôtres !


*+*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article