Eil Sul an Azvent

Publié le par Andrev

& Ar Werc'hez Vari krouet dinamm **Stumm dreistordinal

*************************

Sul 8 a viz Kerzu 2019 * Stumm ordinal

*

Eil Sul an Azvent

*

Aviel Sant Vazhev

3, 1-12

Hogen en deizioù-se en em ziskouezas Yann Vadezour oc'h embann e gouelec'h Youdea ar c'homzoù-mañ : «Grit pinijenn, rak tost emañ Rouantelezh an Neñvoù.» Hennezh eo an hini kemennet gant Izaia pa lavar : «Ur vouezh o hopal er gouelec'h : Kempennit hent an Aotrou, kompezit e wenodennoù.» Ha Yann a zouge ur vantell graet gant reun kañval hag ur gwiskamant-lêr en-dro d’e zargreiz; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez. Neuze e teuas d’e gaout tud Jeruzalem hag an holl dud eus Youdea hag eus bro ar Yordan, ha badezet e vezent gantañ e dour ar stêr Yordan en ur anzav o fec'hedoù. O welout e teue kalz Farizianed ha kalz Sadukeidi d’e vadeziant, e lavaras dezho : «Gorad naered, piv en deus desket deoc'h tec'hout dirak ar gounnar o tont? Grit eta pinijenn wirion, unan a zougo frouezh. N’it ket da lavarout ennoc'h hoc'h-unan : 'Hon Tad eo Abraham.' Rak me 'lavar deoc'h e c'hell Doue eus ar vein-mañ sevel bugale da Abraham. A-vremañ emañ ar vouc'hal ouzh gwrizioù ar gwez; ha kement gwezenn na daol ket frouezh mat, a vezo troc'het ha stlapet en tan. Me avat, me ho padez en dour e sell eus ar binijenn; met an hini a zeu war va lerc'h a zo galloudusoc'h egedon ha n’on ket dellezek da dennañ dezhañ e sandalennoù, eñ ho padezo er Spered Santel hag en tan. En e zorn emañ ar bal wenterez evit naetaat e leuriad ha serriñ e winizh en e solier; ar pell avat, o deviñ a raio en un tan na varv ket.

*

* Stumm dreist-ordinal

IN CONCEPTIONE IMMACULATA B. MARIÆ VIRGINIS 

Ar Werc'hez Vari krouet dinamm

Introït

Ad te levávi

eus Isaïe 61,10.


Da varr al levenez e savan en abeg d'an Aotrou,
Ha tridal a ra va spered em Doue,

Rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh
Ha va goloet gant mantell ar reizhder,
Evel ma kempenn an den nevez e gurunenn war  e benn,
Hag ar plac'h nevez he bravigoù d'en em ginklañ.

*

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article