Gouel Ginivelezh hor Salver
Sul 25 a viz Kerzu 2019
* Stumm ordinal
*
* Gouel Ginivelezh hor Salver *
*
2, 1-14
En deizioù-se e voe embannet ur gourc'hemenn a-berzh Kaesar Aogustus evit enskrivañ holl dud an douar. Ar skrid-embann kentañ-se a voe graet p’edo Kurinus gouarnour Siria. Mont a rae an holl da lakaat o anvioù, pep hini d’e gêr. Jozef a savas eus Galilea, eus Kêr Nazared, da Vro-Youdea, betek kêr David anvet Betlehem, o vezañ ma oa eus tiegezh ha bro David, da lakaat e anv gant Mari, e bried, hag a oa dougerez. Hag e-pad m’edont eno e teuas eviti an amzer da wilioudiñ hag e c'hanas he mab kentañ-ganet; e vailhuriñ a reas hag e lakaat a reas en e c'hourvez en ur prezeb, dre ne oa ket plas evito en ostaleri. Mesaerien a oa er c'hornad-se o chom neuze war ar maez hag oc'h ober ged e-pad an noz da ziwall o loened. Un Ael eus an Aotrou a skedas en-dro dezho, ma voent spontet bras. Met an Ael a lavaras dezho : «Na spontit ket, rak setu ma tegemennan deoc'h ur c'heloù mat hag a roio levenez vras d’an holl bobl. Ganet ez eus bet deoc'h hiziv, e kêr David, ur Salver, hag a zo ar C'hrist, an Aotrou. Ha setu an arouez evidoc'h : Kavout a reot ur bugelig mailhuret ha gourvezet en ur prezeb.» Hag en un taol ec'h en em unanas gant an Ael ur bagad bras eus armead an neñvoù o veuliñ Doue hag e lavarent: «Klod da Zoue e lein an Neñvoù, ha peoc'h war an douar d’an dud a blij dezhañ.»
*

* IN NATIVITATE DOMINI Ad secundam Missam in aurora
*
Ginivelezh hor Salver
*
Kv Iz 9, 1, 5 ; Luk 1, 33
Hiziv e lugerno warnomp ar gouloù,
rak ganet eo bet evidomp an Aotrou,
hag anvet eo : Burzhudus, Doue, Priñs ar Peoc'h,
Tad an amzer da zont, hag e rouantelezh ne devo dibenn ebet dezhi.


*
*
meulgan:
A solis ortus cárdine
Ad usque terræ límitem,
Christum canámus Príncipem,
Natum Marí
*
Adalek ar sav-heol
betek harzoù an douar
kanomp ar C'hrist Roue
ganet eus ar Werc'hez Vari
*
Kantik
CHRISTE, Redemptor omnium
a: div notenn
er: Teir notenn
A Grist Dasprener an hollved,
C'hwi ganet a-raok pep sklaerded,
eus an Tad, ar Mab nemetañ,
en ho klod dalc’hmat par dezhañ.
C'hwi goulou ha splannded an Tad,
d’an holl dud, C'hwi ar spi peurbad,
erglevit ouzh ar pedennoù
a sav davedoc'h ar pobloù.
Ho pezet soñj, Salver ar bed,
hoc’h eus evidomp kemeret,
eus korf ar Werc'hez evurus
hon doare dister ha marvus.
Sed a zo diskouezet hiziv
gant an deiz-mañ o tont en-dro,
ez oc’h ganet e-kreiz hon noz
evit hor c’has d’ar Baradoz.
An douar, ar mor, ar stered,
a gan ho klod gant an aeled,
o kevarc'hañ gant kaniri,
ar Salver deuet d’hon neveziñ.
Evit deiz ho kinivelezh,
Ni adganet d'ar gwir vuhez
A veul ho kloar a galon drant,
Bugale sakr ar vadeziant.
Ra vo klod deoc'h ha meuleudi,
Mab Doue deuet da vab Mari,
Ha deoc'h ivez, Tad ha Spered,
Doue unan en ho Treinded. Amen.
*