Pevare Sul an Azvent
Sul 22 a viz Kerzu 2019
* Stumm ordinal
*
*
1, 18-24
Hogen, ginivelezh Jezuz Krist a c'hoarvezas evel-henn. Mari, e vamm, o vezañ grataet da Jozef e dimezi, en em gavas dougerez dre c'halloud ar Spered Santel, a-raok dezho mont da vevañ a-gevret. Jozef, he fried, dre ma oa un den reizh anezhañ, ha ne felle ket dezhañ he gwallvrudañ, a reas e vennozh d’en em zispartiañ dre guzh diouti. Divizet en devoa kement-se pa 'n em ziskouezas dezhañ dre e gousk, un Ael eus an Aotrou, a lavaras dezhañ : «Jozef, mab David, n’az pez ket aon da gemer ganit Mari da bried; rak ar pezh a zo krouet enni a zo eus ar Spered Santel. Genel a raio ur mab hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a salvo e bobl eus he fec'hedoù.» Ha kement-se a c'hoarvezas evit ma teufe da wir ar pezh en devoa lavaret an Aotrou dre gomz e brofed : «Setu ma vo ar Werc'hez o tougen ha ma c'hano ur mab a vo anvet Emmanuel», da lavarout eo Doue ganimp. Jozef, ur wezh dihunet eus e gousk, a reas hervez m’en devoa gourc'hemennet Ael an Aotrou: Kemer a reas e bried en e di.
*

*
Dominica Quarta Adventus
Pevare Sul an Azvent
eus Izaia 45,8.
Roráte, cæli, désuper, et nubes pluant iustum.


*
Ha setu un ton all evit kanañ ar Rorate. Kanet e vez e brezhoneg ivez: kavout a reot e destenn evit un tamm, warlerc'h ar video.
