Trede Sul an Azvent

Publié le par Andrev

Sul 15 a viz Kerzu 2019 * Stumm ordinal

**Stumm dreistordinal

*

Trede Sul an Azvent

*

Aviel Sant Vazhev

11, 2-11

Yann avat en e brizon o vezañ klevet petra oa oberoù ar C'hrist, a gasas hiniennoù eus e ziskibien da c'houlenn digantañ: «Ha te eo an hini a zle dont, pe un all hon eus da c'hortoz?» Jezuz a respontas dezho : «It da gemenn en-dro da Yann ar pezh a glevit hag a welit: An dud dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev; ar re baour a zo kemennet dezho ar c'heloù mat. Hag eürus an neb na vin ket un droukskoilh evitañ.» Evel ma oa ar re-mañ o vont war-raok, en em lakaas Jezuz da lavarout d’ar bobl diwar-benn Yann: «Na petra oc'h aet da welout er gouelec'h? Ur raosklenn brallet gant an avel? Met petra oc'h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad flour? Ar re avat a zoug dilhad flour a chom e palezioù ar rouaned. Met petra 'ta oc'h aet d’ober? Da welout ur profed? Ya, me lavar deoc'h, ha muioc'h eget ur profed. Hennez eo an hini a zo bet skrivet diwar e benn: Setu ma kasan va c'hannad dirazout, evit ma kempenno an hent evidout. E gwirionez me lavar deoc'h, e-touez bugale ar gwragez, n’eus bet hini o sevel, brasoc'h eget Yann Vadezour. Ha koulskoude ar bihanañ e Rouantelezh an Neñvoù a zo brasoc'h egetañ.

*

* Stumm dreist-ordinal

Dominica Tertia Adventus 

Sul Gaudete & eizhved gouel ar W.V. Krouet Dinamm

Introït

Gaudéte in Dómino

eus Filipidi 4,4-6.

En em laouenait hep ehan, en Aotrou;
e lavarout a ran adarre, en em laouenait.
Ra vezo anat ho kerreizhded d’an holl dud.
Tost eo an Aotrou. Na vezit nec'het gant netra.
Met e pep degouezh, dre an orezon hag ar
bedenn, ha gant an trugarekadenn, lakait ho
koulennoù da sevel dirak Doue.

 

Kyrie

An hini XVII, evit amzerioù Azvent ha Koraiz. Ar stumm kentañ anezhañ a vefe eus ar Xet kantved.

selaou

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article