Ar Sul eus eizhvetez an Epifaniezh

Publié le par Andrev

D'ar 12 a viz Genver * Stumm ordinal  *Stumm dreistordinal

*

* Badeziant hor Salver  *

*

Aviel Sant Vazhev

3, 13- 17
Neuze e teuas Jezuz eus Galilea d’ar Yordan da gaout Yann, evit bezañ badezet gantañ. Yann avat a glaske herzel outañ en ur lavarout :
«Me eo am eus ezhomm da vezañ badezet ganit, ha te eo a zeu d’am c'haout.»
Met Jezuz a respontas : «Lez ober evit bremañ, rak evel-se e tleomp kas da benn pep reizhder.»
Neuze Yann e lezas d’ober. Kerkent ha badezet, Jezuz a zeuas er-maez eus an dour, ha setu an neñvoù o tigeriñ evitañ, hag e welas Spered Doue o tiskenn evel ur goulm hag o tont warnañ. Ha sed ur vouezh o tont eus an neñvoù a lavare :
«Hemañ eo va Mab muiañ-karet am eus lakaet ennañ va levenez.»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

*

* Stumm dreist-ordinal -

 

Ar Sul eus eizhvetez gouel ar Rouaned
Dominica infra Octavam Epiphaniæ
*

*

Bet dedalvezet gant Benead XV d'an Iliz katolik, lidet e vez koulskoude ivez gouel an Tiegezh Santel e-lec'h ar Sul a veze graet dioutañ "Ar c'hentañ Sul goude an Epifaniezh", pe "Ar Sul eus eizhvetez an Epifaniezh".

 

Komunion

Lukaz 2, 48 & 49

 

Fili, quid fecísti nobis sic ? ego et pater tuus doléntes quærebámus te. Et quid est, quod me quærebátis ? nesciebátis, quia in his, quæ Patris mei sunt, opórtet me esse ?

 

«Va bugel, perak ec'h eus graet evel-se dimp? Sell -ta ! Da dad ha me a oa ouzh da glask ankeniet-bras.» - «Perak eta am c'hlaskec'h. N’ouzoc'h ket em eus da vezañ gant traoù va Zad?»
*
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article