Eil Sul an amzer ordinal * * * pe: An eil Sul goude ar Rouaned

Publié le par Andrev

D'ar 19 a viz Genver * Stumm ordinal  *Stumm dreistordinal

* Eil Sul an amzer ordinal

Aviel Sant Yann

1, 29-34
Setu Oan Doue, an hini a zilam pec'hed ar bed.
En deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d’e gaout, hag a lavaras :
«Setu Oan Doue, an hini a zilam pec'hed ar bed. Hemañ eo an hini e lavaren diwar e benn: war va lerc'h e teu un den hag a zo tremenet dirazon dre ma 'z edo araozon o vezañ. Ha me n’en anavezen ket, met evit ma vo diskouezet da Israel, evit se on deuet-me da vadeziñ en dour.» Yann a zougas c'hoazh an testeni-mañ:
«Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm, hag o chom warnañ. Ha me n’en anavezen ket, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour, hennezh en deus lavaret din: ''An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo a vadez er Spered Santel.''
Ha gwelet em eus-me, ha testeniañ a ran eo hemañ Mab Doue.»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

 

* Stumm dreist-ordinal

An eil Sul goude ar Rouaned
Dominica Secunda post Epiphaniam
*

*

Ofis al lennadenoù

(Matinezioù) Lennadenn kentañ

2 Korintidi 1, 1-5

Paol, abostol ar C'hrist Jezuz dre zivizadenn youl Doue, ha Timoteoz hor breur, da Iliz Doue a zo e Korintoz, ha d’an holl sent a zo en Ac'haia a-bezh: Gras deoc'h ha peoc'h digant Doue hon Tad ha digant an Aotrou Jezuz Krist. Ra vo benniget Doue, Tad hon Aotrou Jezuz Krist, Tad an trugarezioù ha Doue pep frealzidigezh, eñ hag a ro frealz dimp en hon holl drubuilhoù, evit ma c'hellimp ni ivez, dre ar frealzidigezh a resevomp hon-unan digant Doue, frealziñ ar re all e kement trubuilh m’en em gavont ennañ. Evel ma'z eo bras al lod hon eus e poanioù ar C'hrist, evel-se dre ar C'hrist ez eo bras ivez hor frealzidigezh.

Komunion

Yann 2 - 7, 8, 9 & 10-11

Lavarout a reas Jezuz: «Kargit a zour ar jarloù-se hag o c'hasit da vestr ar banvez.» Kerkent m’en devoa mestr ar banvez tañvaet an dour troet e gwin, e lavaras d'ar gwaz nevez: «Te avat ac'h eus miret ar gwin mat betek bremañ.» Hennezh a voe penn-kentañ arouezioù Jezuz a reas dirak e ziskibion.

 

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article