Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz

Publié le par Andrev

Sul 5 a viz Genver 2020

* Stumm ordinal 

*Stumm dreistordinal

* Eil Sul goude Ginivelezh hor Salver  *

Bro-C'hall: Epifaniez

*

Aviel Sant Vazhev

2, 1-12

Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent : «E pelec'h emañ roue ar Yuzevien a zo nevez-c'hanet?
Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleien vras ha Skribed ar bobl, hag e c'houlennas diganto e pelec'h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ : «E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed : Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac'hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel». Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c'houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout: «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma 'z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec'h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c'hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c'housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.

* Stumm dreist-ordinal

Gouel Anv Santel Meurbet Jezuz & Vijil an Epifaniezh
Sanctissimi Nominis Iesu & In Vigilia Epiphaniæ
*
Introït

eus Fil. 2, 10-11

Evit ma plego pep glin en anv Jezuz,
e lein an neñvoù,
war an douar hag e bed an Ankoù,
evit ma tisklêrio pep teod
ez eo Jezuz Krist an Aotrou,
e klod Doue an Tad.

Kyrie 5

 

 

 

*

Eus an dispriz evit ho krasoù, **hon dieubit/ A neglectu inspirationum tuarum, **libera nos

Dre gevrin hoc'h Enkorfidigezh Santel, **hon dieubit / Per mysterium sanctae Incarnationis tuae, **libera nos

Dre  ho Kinivelezh, **hon dieubit / Per Nativitatem tuam, **libera nos

Dre  ho Pugaleaj **... / Per Infantiam tuam **...

Dre ho puhez zoueel **/ Per divinissimam vitam tuam **

Dre ho labourioù ** / Per labores tuos

Dre ho poanioù a spered hag a gorf e-doug ho Pasion / Per agoniam et passionem tuam

Dre ho kroaz hag ho poan da vezañ dilezet / Per crucem et derelictionem tuam

Dre ar pezh hoc'h eus gouzañvet / Per languores tuos

Dre ho marv ha dre ar bez oc'h bet lakaet ennañ / Per mortem et sepulturam tuam

Dre ho tDasorc'h / Per Resurrectionem tuam

Dre ho Pignadenn d'an Neñvoù / Per Ascensionem tuam

Dre gevrinenn santel an Aoter savet ganeoc'h / Per sanctissimae Eucharistiae institutionem tuam

Dre ho levenez / Per gaudia tua

Dre ho klod / Per gloriam tuam

Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed, pardonit dimp, Jezuz/ Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, parce nobis, Jesu

Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed,  hon selaouit, Jezuz / Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, exaudi nos, Jesu

Oan Doue, a lamm pec'hedoù ar bed, ho pet truez ouzhimp / Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, miserere nobis, Jesu

Jezuz, hor selaouit / Jesu, audi nos

Jezuz, roit dimp hor goulenn / Jesu, exaudi nos.

 

** Hon dieubit / Libera nos

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article