Gouel ar Rouaned
D'ar 6 a viz Genver
*
* Gouel ar Rouaned *
*
2, 1-12
Deuet omp eus ar sav-heol da azeuliñ ar roue.
Pa voe bet ganet Jezuz e Betlehem Youda, en amzer ar roue Herodez, setu ma teuas da Jeruzalem, Majed eus ar Sav-heol, ha lavarout a raent : «E pelec'h emañ roue ar Yuzevien a zo nevez-c'hanet? Rak gwelet hon eus e steredenn e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ». O klevout kement-se e voe trubuilhet ar roue Herodez ha gantañ Jeruzalem a-bezh. Bodañ a reas an holl veleien vras ha Skribed ar bobl, hag e c'houlennas diganto e pelec'h e tlee ar Mesiaz bezañ ganet. Ar re-mañ a respontas dezhañ :
«E Betlehem Youda, rak evel-henn eo bet skrivet gant ar profed: Ha te, Betlehem, douar Youda, n’out ket an disterañ e-touez kêrioù bras Youda, rak ac'hanout e teuio ur penn-rener hag a vo pastor va fobl, Israel». Herodez neuze, o vezañ galvet ar Vajed e kuzh, a c'houlennas diganto pe-da-vare resis e oa en em ziskouezet dezho ar steredenn. Hag o c’hasas da Vetlehem, en ur lavarout : «It, enklaskit pizh diwar-benn ar bugel, ha pa ho po e gavet, kemennit din en-dro, evit ma 'z in me ivez da stouiñ dirazañ». Goude bezañ klevet komzoù ar roue, ez ejont en hent. Ha setu ar steredenn o devoa gwelet e tu ar Sav-heol, a gerzhe dirazo betek ma teuas da chom a-sav, a-us d’al lec'h m’edo ar bugel. O welout ar steredenn e voent karget holl a levenez vras. Aet e-barzh an ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm, hag o kouezhañ d’an daoulin e stoujont dirazañ; hag o vezañ digoret o c'hasedigoù e kinnigjont dezhañ da brof, aour, ezañs ha mir. Met o vezañ ma oa bet kemennet dezho dre o c'housk, chom hep distreiñ da gaout Herodez, e tistrojont d’o bro dre un hent disheñvel.
In Epiphania Domini
*
Ibant Magi, quam víderant,
Stellam sequéntes prǽviam :
Lumen requírunt lúmine :
Deum faténtur múnere.
(meulgan gousperoù kentañ)
Iz. 60, 1-6
Sav, ha bez o lugerniñ, rak deuet eo da sklêrijenn
Ha paret eo warnout splannder an Aotrou,
Tra m'emañ an deñvalijenn o c'holeiñ an douar,
Hag an noz du ledet war ar pobloù.
Met warnout-te e par an Aotrou,
Warnout en em ziskouez e c'hloar,
Hag e kerzh ar broadoù war-zu da sklêrijenn
Hag ar rouaned etrezek splannder da c'houloù-deiz.
Sav da zaoulagad tro war dro, ha sell !
An holl en em vod evit dont davedout;
Da vibien a erru a-ziabell
Ha da verc'hed a zo douget war an divrec'h.
Da zremm o welout se a lugerno,
Da galon a drido e barr al levenez,
Pa 'n em droio war-zu ennout pinvidigezhioù ar mor,
Pa zeuio davedout teñzorioù ar broadoù.
Kañvaled a vagadoù az koloio,
Dremedaled eus Madian hag eus Efa;
Holl dud Bro-Saba a zeredo
En ur zegas ganto aour hag ezañs,
En ur ganañ meuleudioù an Aotrou.
eus Mazhev 2, 2
Rak gwelet hon eus e steredenn
e tu ar Sav-heol, ha deuet omp da stouiñ dirazañ.
*