5vet Sul / in Septuagesima

Publié le par Andrev

D'an 9 a viz C'hwevrer *   ***Stumm dreistordinal

Stumm ordinal: 5vet Sul an amzer ordinal

 

an Aviel santel

hervez sant Vazhev 5, 13-16
C'hwi eo sklêrijenn ar bed.


En amzer-se e lavaras Jezuz d'e ziskibien : «C’hwi eo holen an douar. Hogen ma teu an holen da zivlazañ, gant petra e vo e sallet? Ne dalv mann ebet ken, nemet da vezañ taolet er-maez ha flastret gant treid an dud. C’hwi eo sklêrijenn ar bed. N’hell ket bezañ kuzhet ur gêr savet war lein ur menez; ha ne vez ket enaouet ul lamp evit he lakaat dindan ar boezell, met war ar c'hantolor, evit ma sklêrijenno holl dud an ti. Evel-se ra lugerno ho sklêrijenn-c'hwi dirak an dud, evit ma teuint, dre welout hoc'h oberoù mat, da zougen klod d’ho Tad a zo en Neñvoù.»

pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal

* Stumm dreist-ordinal

Sul ar Seikontved / ar Peuz
Dominica in Septuagesima

 

 

N'eo ket deut c'hoazh ar C'horaiz, hogen emañ o tostaat. An Iliz a ehan da ganañ an Alleluia hag an dilhad evit an oferenn zo glaz-ruz. Pedet e vez ganti ouzh he bugale da souzañ d'ar plijadurioù diskiant, hag e ra koun eus an dek bloaz ha tri-ugent (seikontved) bet gouzañvet gant Israel en harlu e Babilon, un amzervezh a boan hag a binijenn evit pobl Doue. El lennadenn gentañ an oferenn e klevor ar c'homzoù-se diouzh lizher kentañ sant Paol d'ar Gorintidi: "Va breudeur: daoust ha ne ouzoc'h ket? Pa vez redadeg, an holl a red, hogen unan hepken en deus ar priz. Ar re o deus d'ober ur c'hrogad war an dachenn a oar dilezel kement tra a rafe droug dezho" (9, 24) . Un tammig pelloc'h, en hevelep pennad, eo meneget ar bloavezhioù er goueled, pevar-ugent en holl, goude ma tec'has Israel eus bro-Egipt, a zegas soñj eus pevar-ugent deiz amzer ar C'horaiz, hag ivez eus ar pevar-ugent deiz all etre Pask ha gouel Jezuz savet d'an Neñv, pa vo evet eus an "dour speredus" (1Kor9) eus roc'h ar C'hrist. Hent ar C'horaiz a ranko hon henchañ war un hent a frankiz.

 

Introït

Salm 17, 5, 6 & 7

elc'hiet e oan gant gwagennoù ar marv, froudoù Belial am sponte. Em anken em eus garmet etrezek va Doue ; hag eus e neved en deus klevet va mouezh.

 

 

Selaouomp! (gregorian)

Gant Cristobal de Morales (liesvouezhiek)

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article