Jezuz kinniget en Templ / In Purificatione beatae Mariae Virginis
D'an 2 a viz C'hwevrer * | ***Stumm dreistordinal↓ |
Stumm ordinal: Jezuz kinniget en Templ
2, 22-40
Hag a-benn an deizioù merket evit ar buridigezh, hervez Lezenn Voizez, er c’hasjont da Jeruzalem, da vezañ kinniget d’an Aotrou, evel ma'z eo skrivet e Lezenn an Aotrou: «Pep mab kentañ-ganet a vo gouestlet d’an Aotrou», ha da reiñ ur prof, hervez ma'z eo lavaret e Lezenn an Aotrou : «Ur re durzhunelled, pe ziv goulm yaouank.» Ha bez’ e oa e Jeruzalem un den, e anv Simeon; hag an den-se a oa reizh hag a zoujañs Doue, hag a c'hortoze frealzidigezh Israel; hag ar Spered Santel a oa gantañ. Disklêriet e oa bet dezhañ gant ar Spered Santel ne welje ket ar marv, a-raok dezhañ gwelout Krist an Aotrou. Lusket gant ar Spered, e teuas d’an Templ, ha pa voe degaset ar bugel Jezuz gant e gerent evit ober diouzh kustumoù al Lezenn en e geñver, er c’hemeras etre e zivrec'h hag e vennigas Doue en ur lavarout: «Bremañ, o Mestr, lezit ho servijer, hervez ho komz, da dremen e peoc'h; rak gwelet o deus va daoulagad ho silvidigezh, an hini hoc'h eus aozet dirak an holl bobloù, gouloù da sklêrijennañ ar broadoù ha klod evit ho pobl Israel.» E dad hag e vamm a estlamme ouzh ar pezh a lavared diwar e benn. Ha Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari, e vamm: «Gwel ! Hemañ a zo lakaet da vezañ diskar hag adsav evit kalz en Israel, ha da vezañ an arouez a enebiezh. Ha te a vo treuzet da ene gant ar c'hleze, ma vo diskuliet mennozhioù kalz a galonoù.» Hag e oa ivez un diouganerez, Anna, merc'h Fanouel, eus meuriad Aser. Erru e oa kozh-bras. Goude hec'h eured he devoa bevet seizh vloaz gant he gwaz. Ha neuze chomet intañvez hag erru en oad a bevar-ugent vloaz, ne dec'he ket diouzh an Templ, o servijañ Doue noz-deiz, gant yun ha pedenn. O tegouezhout d’an ampoent, e stagas da veuliñ Doue ha da gomz eus ar bugel ouzh kement hini a c'hortoze dieubidigezh Jeruzalem. Ha goude bezañ sevenet pep tra, hervez Lezenn an Aotrou, e tistrojont da C'halilea, da Nazared, o c'hêr. Ar bugel a greske hag a greñvae, leun a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.
pezhioù gregorian evit ar stumm ordinal
In Purificatione beatae Mariae Virginis
Lennadenn kentañ
Ermaeziadeg 13, 1-3, 11-13
ag e komzas an Aotrou ouzh Moizez en ur lavarout : «Santela din pep mab henañ, pep kentañ-ganet a-douez mibion Israel; tud ha loened a zo din.» Hag e lavaras Moizez d’ar Bobl: «Kounait an deiz-se em boa ho tennet eus Bro-Egipt, eus an ti-sklaved. Ya, gant ur c'hreñv a zorn en deus ho tennet an Aotrou ale-hont. Ne vo ket debret bara goet. Ha p’en devo da gaset an Aotrou da vro gKanaaniz, evel m’en deus grataet dit ha d’az tadoù, hag he roet dit, e kinnigi pep mab kentañ-ganet d’an Aotrou, ha pep kentañ-ganet torad al loened ac'h eus ; ar maled a zo d’an Aotrou. Met pep kentañ-ganet an azen a zaspreni gant un oan, ha mar n’en dasprenez ket, e torri dezhañ e c'houzoug ; ha pep mab henañ-den e-touez da vibion a zaspreni."
goude bezañ benniget ar gouleier: antifonenn Lukaz 2,32
Lumen ad revelatiónem géntium et glóriam plebis tuæ Israël
Gouloù da sklêrijennañ ar broadoù ha klod evit ho pobl Israel
Antifonenn
Adórna thálamum tuum, Sion, et súscipe Regem Christum : ampléctere Maríam, quæ est cæléstis porta : ipsa enim portat Regem glóriæ novi lúminis : subsístit Virgo, addúcens mánibus Fílium ante lucíferum génitum : quem accípiens Símeon in ulnas suas, prædicávit pópulis, Dóminum eum esse vitæ et mortis et Salvatórem mundi.
Kempennit ho kambr, o Sion, ha degemerit ar C'hrist Roue, kemerit etre ho tivrec'h Mari, dor an Neñv, rak dougen a ra ar Roue a glod, ar sklêrijenn nevez. Ar Werc'hez a zeu d'an templ, ganti en he daouarn he Mab ganet a-raok gouloù deiz. Simeon, ouzh e gemer en e zivrec'h, a zisklerias d'ar pobloù eo Eñ mestr ar vuhez hag ar marv, ha Salver ar bed.
Simeon a voe lavaret dezhañ gant ar Spered Santel ne zeufe ket dezhañ ar marv a-raok m'en dije gwelet Krist an Aotroù. Ha pa zegase e gerent ar bugel d'an templ, e kemeras anezhañ etre e zivrec'h hag e vennigas Doue en ur lavarout: Bremañ, Aotroù, e c'hellit lezel ho kwazier da vont e peoc'h.
Gouel Maria ar Goulou - Tiegezh Santez Anna
Gouel Hon Salver Kinniget en Templ * E-barzh Buhez ar Sent an tad Y.V. Perrot e kaver evit ar gouel-se: "Ar beleg an evoa douget mab Mari ne ouie ket pebez tenzor a oa bel gantan être e zivrec'h ...
http://lann-anna-2.overblog.com/2019/02/gouel-maria-ar-goulou.html